Gouel ar Brezhoneg
Gouel ar Brezhoneg zo ur fest a zo bet graet en enor d'ar brezhoneg. Tri marevezh zo bet er fest. Dalc’het e vez dre vras e dibenn-sizhun gouel ar Pantekost.
Taolenn |
[kemmañ] Marevezh Skol an Emsav
E-pad ar bloavezhioù 1970 e veze aozet ar gouel gant studierien eus Skol-Veur Roazhon hag izili Skol an Emsav (eus Roazhon dreist-holl), hag a oa eus Breizh-Izel peurvuiañ, ha kevredigezhioù lec'hel. 7 gwech e voe aozet:
- e Gwengamp da gentañ e 1974,
- e Kastell-Paol (1975),
- e Pont-'n-Abad (1976),
- e Zinzag-Lokrist (1977),
- er Roc'h-Derrien (1979),
- e Plabenneg (1980),
- e Pondi (1981?).
Bep bloaz e kemme lec'h ar fest, hervez skouer Eisteddfod Kembre. Ne oa ket bras-bras ar fest, met brezhoneg a veze, ha trouz zo bet savet a-wechoù pa veze klevet ur c'haner o vont e galleg ouzh ar selaouerien diwar al leurenn.
[kemmañ] Marevezh Emgann ha Stourm ar brezhoneg
Goude ur c'housk hir e voe adsavet ar fest gant tud Emgann ha Stourm ar Brezhoneg, gant an anv Gouel broadel ar brezhoneg, hag aozet etre 1986 ha 199, da gentañ e Karaez ha goude e Spezed, war-bouez ur wech bennak e Louergad hag e Langoned. Met ma oa kalz brasoc'h ar fest e oa ivez o vont war zivrezhonekaat : diaes prenañ un tiked pe ur banne e brezhoneg .
[kemmañ] Devezh ar brezhoneg
Un Devezh ar brezhoneg zo bet meurik a wech e Karaez (etre 2004 ha 2007).
[kemmañ] Gouelioù lec'hel
Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez aozet ur Gouel ar Brezhoneg e Plougonvelen, gant ur gevredigezh vrezhonek eus ar vro.
[kemmañ] Pevare arnod adalek 2010
Adsavet eo bet Gouel Broadel ar Brezhoneg e 2010 e Kawan, e Treger, deus an 21 d'an 23 a viz Mae [1]. Gouel Broadel ar Brezhoneg a zo bet e Kawan ivez e 2011, d'an 10 d'an 12 a viz Mae.
[kemmañ] Da betra Gouel ar brezhoneg?
Daou hent zo bet atav d'an aozerien da zibab war behini e felle dezho mont:
- pe ober ur fest evit an niver brasañ, gallegerien eta, ha sachañ tud gant sonerezh dreist-holl, hep nemeur a vrezhoneg, ha neuze ne zere ket an anv ken,
- pe ober Gouel ar Brezhoneg evit ar vrezhonegerien (hag evit deskiñ un tamm brezhoneg d'ar re n'ouzont ket), ha neuze ober pep tra e brezhoneg, ha n'eo ket divyezhek, kanaouennoù e brezhoneg hepken (pe hep galleg da vihanañ), tamm galleg ebet na war ar skritelloù na war al leurennoù, brezhoneg er stalioù boued hag evajoù.
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Gouel broadel ar brezhoneg e 1998 : galleg o tegemer an dud el lec'hienn, met divyezhek ar peurrest.
- (br) Gouel broadel ar brezhoneg (abaoe 2010)