Gouel (bageal)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bagoù dre lien, dispak o gouelioù

Ur ouel zo ur c'henstroll a lec'hedoù lien, a senklennoù, a lagadennoù hag a dakedoù. Talvezout a ra da lakaat ur c'harbed da loc'hañ a-drugarez da nerzh an avel. Implijet e vezont evit ar bigi dre lien, ar plankennoù-dre-lien ha, war an douar, evit ar c'hirri dre lien. Gallout a ra ment ar gouelioù mont eus un nebeud metroù karrez betek meur a gant metr karrez.

Mont en dro[kemmañ]

Tost d'an avel[kemmañ]

An nerzhioù war ur gouel

Pa dosta ar vag ouzh an avel, e krou deveradenn an avel un diforc'h a wask etre an tu ouzh an avel (intrados) hag an tu enep (ekstrados). Un diwaskadenn a vez krouet war an ekstrados, ar pezh a sach an avel, e mod-se e c'hell ar vag pignat ouzh an avel. Ar memes c'hoarvoudenn eo a laka ar c'hirri-nij da nijal.

Evel evit an nijerezh, pa ziskrog an deveradennoù tro d'un askell, e koll houmañ e efedusted. Ar verdeerien prederiet gant o c'hurioù a oar d'an avel-a-dost ez eus un nerzh brasoc'h gant ar gouel pa vez houmañ prest da ziskregiñ. Setu perak e kemm ingal ar redagerien o reizhadur da zerc'hel o ouel tost d'an diskrogadur, hep diskregiñ. Goulenn a ra kalz a evezh a berzh ar merdeer dre ma rank ober gant ar c'hemmoù tizh, kap hag ar cheñchamantoù avel.

Evit gwellaat kurioù ar bagoù, savourien ar bagoù redadeg o deus graet gant stumm ar wern (krommañ, gwern askell) evit gwellaat c'hoazh an deveradennoù.

Tost d'an avel e oberia ar ouel un nerzh kas war-raok keit ma chom bras a-walc'h an ankl etre ar gouel hag an avel bras a-walc'h (tro 30°). En abeg da se ez eo posupl mont buanoc'h eget an avel gant ur c'harr dre lienn bennak en defe ur resitañs ouzh ar c'has war-raok izel. Ar pezh a ra ar plankennoù-dre-lien, ar bagoù lieskouc'h hag un nebeud bagoù unkouc'h savet evit disjaojiñ hag ar c'hirri-dre-lien. Ar c'hirri primañ a zo ar c'hirri skorn, gouest da dizout 4 pe 5 gwech tizh an avel.

An nerzh oberiet gant an avel war ar gouel a zo tost a-skouer gant kordenn ar gorread goueliadur. Durc'hadur an nerzh a-stur gant ar vag a zo an nerzh kas war-raok. An nerzh all a-skouer da ahel ar vag, a lak ar vag da drivañ hag a c'hell ivez lakaat ar vag da gosteziañ pe troc'aoliañ zoken, a zo an nerzh driv.

Evit talañ da se ez eus bet implijet doareoù disheñvel:

  • Stumm kouc'h ar bagoù a zo studiet da grouiñ un nerzh enep-driv.
  • Darn vrasañ ar bagoù o deus un driv, pa vez plomet, e teu da vezañ ur c'hein.
  • Ledan tre ez eo ar bagoù lieskourc'h da wellaat o stabilder.
  • Tu zo da fiñval ar masoù war bagoù 'zo (balast fiñvus) da gempouezañ anezho. pa 'z eo bihan an nerzhioù oberiant (war ar bagoù bihan), tu ' zo enebiñ ouzh an nerzhioù gant korfoù ar verdeerien, oc'h ober rapel pe trapez.

Avel a-dreñv[kemmañ]

Claire ha Marie dindan spi e kampionad ar bed ISAF e Korea

Pa bella ur vag diouzh an avel, et teu an diveradennoù da vezañ turmudus, neuze an avel a vount ar vag (e-lec'h sachañ).

Krouet eo bet gouelioù a-ratozh evil an avel a-dreñv, ar spinnaker hag ar jennaker e o zouez.

Pa vez avel-a-dreñv ur vag, e tigresk an avel war wel. Abalamour da se n'eo ket war ar c'herzhedse ez aer ar buanañ, dre ma n'eo ket posubl mont buanoc'h eget an avel. An doare primañ alies evit mont d'ur poent d'egile en avel-a-dreñv, ez eo dre dennañ bordoù o pellaat un tammig eus ahel an avel (avel lark), ar pezh a gresk an avel-war-wel.

D'an avel-a-dreñv, nerzh an avel o pouezañ war ar ouel a sank penn a-raok ar vag en dour. Gellout a ra bezañ dañjerus, dreist holl war ar bagoù liskouc'h.

Ar sevel gouelioù[kemmañ]

Anatomiezh ur gouel
Gouelioù moullet (3DL ha 3DR North Sails, Fiber Path Ulmann Sails...)

Savet e vez ar gouelioù mod-kozh diwar meur a lec'hed lien kotoñs gwriet pe peget kichen-ha-kichen. Evit o c'hreñvaat e lakaer un gourem gant ur gordenn, a anver ar ravalink, da dremen hed-ha-hed erien ar ouel. Ar c'hosennoù, e poent al laez, e poent ar skout, e poent an amur hag er poent diwar avel, a dalvez da lakaat da dremen ar c'hordennoù evit staliañ ar ouel hec'h-unan.


Evit gwareziñ anezhe diouzh al louedadur, an amzer hag an UV e vezont lakaet da soubañ bep an amzer en un dourenn domm bet bervet diwar poultr, ennañ kivij a-leizh (ar c'hachou, tennet diouzh ur wezenn a bell vro, eo ar gwellañ aozadenn). Kemer a reont neuze livioù a c'hall mont eus ar gell-ruz betek ar gell-du ; frotet e vezont evit intrañ anezhe penn-da-benn ha goude e vezont soubet en dour-mor rak an holen a dalvez da stabilaer . Savet e vezont war ar vag e lec'h ma vezont sec'het gant an avel. Barrek int a-nevez evit ur bloavezh...


Neudennoù kevanaozet a ya d'ober ar gouelioù a vremañ. E poliester (pe Dakron) e vez savet ar pep brasañ eus ar gouelioù savet evit an holl. Er redadegoù-bigi e vez implijet kentoc'h gouelioù e karbon, e Milar pe e kevlar. A-drugarez d'an neudennoù-se e tigresk pouez ar gouelioù hag e kresk o reuter. Ne harz ket mat ar gouelioù-se avat ouzh UV a laka o started hag o gwevnded da zigreskiñ. Savet e vez ar gouelioù gant meur a lec'hed ivez. Meur a seurt gouel zo hervez an doare ma vez troc'het ha gwriet al lec'hedoù-se.

Labour ar gouelier[kemmañ]

Da gentañ[kemmañ]

Sailmaking.jpg

Evit m'o defe ar gouelioù ar stumm c'hoantaet, e rank al lec'hedoù bezañ troc'het ha kenstrollet resis. Hiriv an deiz e vez didroc'het al lec'hedoù gant mekanikoù laser resis-kenañ e stalioù ispisializet.

Ar saverezh gouelioù a resev al lec'hedoù troc'het dija, prest da vezañ kenstrollet. Dre ma 'z eus kalz a lec'hedoù evit sevel ur ouel, e ranker renkañ anezho en urzh war al leur (pep a niverenn disheñvel zo gant al lec'hedoù evit lakaat kemm etreze).

Da eil[kemmañ]

Kenstrollañ al lec'hedoù.jpg

Goude e lakaer bandennoù pegus war vord pep lec'hed. Ezhomm zo bezañ ampart ha gwelet mat evit pegañ ar bandennoù war al lec'hedoù. Ar mare-se ha mare an didroc'hañ a-raok a roio he stumm d'ar ouel. Ouzhpenn-se ez eo ret diwall pa lakaer ar bandennoù pegus war ar gouelioù da chom hep stegnañ re an danvez dindane, a-hend all e teuio ur bern plegoù er ouel (c'hoarvezout a ra dreist-holl gant an danvezioù stirennek evel an nilon pe ar poliester).

Ur wech echu pegañ pep lec'hed, e peger anezho a banelladoù. Ne vez ket peget ar ouel a-bezh evit aesaat al labour ouzh ar mekanik da wriat.

Da dri[kemmañ]

Echuiñ ar gouel.jpg

Ur wech echu gwriat an holl banelloù kenetrezo, e peger skoazelloù da greñvaat ar ouel e lec'h ma vez ar muiañ ezhomm : er c'hornioù, en-dro da pep lagadenn... Goude gwriat ar skoazelloù e peger ar bandennoù evezhiañ evit ma c'hellfe pep merdeer reoliañ mat e lien.

Da echuiñ e ouzhpenner ar rikoù echuiñ: ar galoñsoù, ar ravalinkoù, al lagadennoù, ar senklennoù kreñvaat, an tammoù gloan, an nervenn olevent...

Ar gouelioù[kemmañ]

Ar ouel garrez[kemmañ]

Ar patrom koshañ eus Europa eo : krouet eo bet e-pad an Henamzer war ar Mor Baltik pe war ar Mor Kreizdouar gant ar bagoù kenwerzhel ha miloureL. War ar morioù hag ar stêrioù e vezent kat da vont war-raok. Ar Belem (ur vag gant teir wern), da skouer, a zo unan eus ar bigi bras a implije ar ouel garrez. En 19vet kd ne vez ket implijet anezhi ken abalamour d'ar ouel nevez : an tell (pe ouel latin). Gwelet e vez anezhi c'hoazh er Meurvor Atlantel war drakaroù ar Vikinged, avat. Efedus-tre eo hi pa vez an avel a-dreñv ar vag. Met pa vez tostaet ouzh toull an avel, ne gerzh ket kenkoulz.

Ar ouel a drederenn [kemmañ]

Ar ouel-se n'eo ket rez diouzh ar ouel garrez met he deus kasadennoù gwellaet. Anavezet eo en 19vet kd hag e penn kentañ an 20vet kd dreist holl e Breizh, gant ar bigi pesketa evel ar « sinago » er Mor-bihan pe ar chalouper sardineta.


An tell[kemmañ]

Deuet war wel en 19vet kantved, an tell, o tont eus an Arabiz, a oa dreist holl implijet war ar Mor Kreizdouar. Kemeret en doa plas ar ouel garrez buan awalc'h war ar bigi kenwerzhel (da skouer ar felouk, ar boutr ) pe vilourel ( evel ar c'hale). Er 15vet kd edo ivez war ar bigi anavezet evel ront eus ar Meurvor Atlantel : ar garavell, ar c'harak, ar galion... Avañs an tell eo e kerzh mat-tre pa vez an avel o tont eus babourzh pe eus stribourzh ar vag. E-barzh ar rummadoù-se e vez ar Foc pe ar Genoa; anavezet-kenañ, a servij evit ar lienn evit ar ouel a-raok er vag.

Ar ouel livard[kemmañ]

Ar ouel livard anvet ivez balestron he deus ur spar o tont eus ar wern betek penn uhelañ al lienn. Ar sistem-se a laka al lienn d'en em stennañ. Araok e veze implijet dreist-holl war ar stêrioù-meur peogwir e oa mat evit ar bigi a c'helle rabatiñ pe dennañ ar wern evel ar c'hobarioù. Azalek 1947 edo war an optimistoù,

Ar ouel gornek[kemmañ]

Ar ouel gornek pe orek a zo un emdroadur eus ar ouel a drederenn.