Gonzalo Canale

Eus Wikipedia

Gonzalo Canale a zo ur rugbier italian ganet e Córdoba (Arc'hantina) d'an 11 a viz Du 1982. C'hoarier kreiz eo war an dachenn gant ASM Clermont Auvergne ha gant skipailh rugbi Italia. E Italia e oa abaoe daou vloaz p'eo bet dibabet ar wech kentañ evit c'hoari gant an Azzurri e 2003. Div Gib ar Bed en deus c'hoariet ganto ha lidet en deus e hanterkantvet dibab e fin 2009. Sinet en deus gant Clermont e 2005 goude krogadoù european mat gant e skipailh Treviso.


Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2001-2005. Benetton Treviso
  • 2005-2011. ASM Clermont Auvergne


Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kampionad Italia 2003; 2004
  • European Challenge Cup 2007
  • gourfennad Kampionad Frañs 2007, 2008 ha 2009