Goldfrapp

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Goldfrapp
Goldfrapp112.jpg
Allison Goldfrapp o kanañ e-pad Wireless Festival, e miz Even 2006 e Hyde Park, Londrez

Bro Orin Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare(où) Sonerezh elektronek
Ambient
Trip-Hop
Synthpop
Glam rock
Bloavezhioù oberiant abaoe 1999 betek bremañ
Label(ioù) Mute Records
Lec'hienn ofisiel Goldfrapp.com

Izili Alison Goldfrapp
Will Gregory

Goldfrapp a zo ur strollad sonerezh elektronek, ha resisoc'h : sonerezh elektropop, elektronika, folktronica ha trip-hop. Ennañ emañ Will Gregory hag Alison Goldfrapp. Anavezet eo bet Alison Goldfrapp dre ma kanas war bladennoù kentañ Tricky ha re Orbital.

Istor ar strollad[kemmañ]

Alison Goldfrap a voe ganet war ar maez d'an 13 a viz Mae 1966 er Rouantelezh-Unanet. Da 18 vloaz e tivizas dilojañ ha mont d'ar gêr vras. E-pad ur pennad edo o chom e Belgia. Stagañ a reas gant studiañ arzoù ar gweled. Kejañ a reas gant Tricky, hag eñ a ginnigas dezhi kanañ. Goude bezañ graet un droiad asambles gantañ e tivizas kanañ hec'h-unan, met ne gavas strollad sonerezh ebet. A-drugarez d'ur vignonez dezhi e kejas neuze gant Will Gregory. Evel-se e voe krouet Goldfrapp. E 1999 e sinjont ur gevrat gant Mute Records. Meur a viz a gasjont oc'h enrollañ o fladenn gentañ Felt Mountain he zitl. Evit a sell ouzh levezonioù e c'haller menegiñ sonerezh Ennio Morricone, hini François de Roubaix ha hini Portishead. E 2000 e teuas ar bladenn er-maez. Ma reas berzh e-touez ar vurutellerien, ne reas ket kement a-fet kenwerzh. Un droiad a voe aozet da c'houde. E 2002 e tistroas ar strollad d'ar studio e Bath. Lakaat a rejont da bal krouiñ ur bladenn disheñvel penn-da-benn diouzh an hini gentañ. Ur bladenn enni sonerezh elektropop a savjont neuze. E miz Ebrel 2003 e teuas Black Cherry er-maez. Ken disheñvel e oa diouzh ar bladenn gent ken e voe souezhet-bras ar re entanet gant ar strollad. Gwerzhet mat e voe an teir fladenn single : Train, Strict Machine ha Twist. Un droiad a reas ar strollad e 2004. E miz Eost 2005 e teuas er-maez trede pladenn ar strollad, Supernature he zitl. Kerkent ha deuet er-maez e reas berzh er Rouantelezh-Unanet : pevare plas an hit-parade a dizhjont gant Ooh La La (single kentañ), hag ar c'hwec'hvet hini gant Number One (eil single). E dibenn 2006 e stagas Goldfrapp gant enrollañ Seventh Tree e Bath. Dont a reas er-maez e miz C'hwevrer 2008, ha disheñvel diouzh Supernature eo : ur bladenn enni sonerezh ambient ha downtempo eo. Eil plas hit-parade ar Rouantelezh-Unanet a dizhas.

Pladennaoueg[kemmañ]

Pladennoù bras[kemmañ]

Albom Renk Testeni
R-U FR FR Pellgargañ AL SUI AOS BEL/WAL BEL/VL AOS IZE POR NOR N-Z
Felt Mountain 57 95 98 36 44 44 Testeni Rouantelezh-Unanet : aour
Black Cherry 19 35 25 41 29 46 91 26 26 Testeni Rouantelezh-Unanet : platin
Supernature 2 43 26 29 23 22 16 33 36 36 35 Testeni Rouantelezh-Unanet : platin
Seventh Tree 2 37 4 21 11 11 36 10 37 24 18 18 39

Pladenn Remix[kemmañ]

Albom Renk
USA Electronic USA Heatseekers USA Independent
We Are Glitter 8 48 48

Pladennoù bihan (singles)[kemmañ]

Bloavezh Single Plas gwellañ Albom
R-U IWE AL ITA AOS KAN US Club US Dance
2000 Lovely Head Felt Mountain
Utopia
2001 Human
Utopia (Genetically Enriched) 62
Pilots (On a Star) / Lovely Head 68
2003 Train 23 Black Cherry
Strict Machine 25
2004 Twist 31 18
Black Cherry 28 15
Strict Machine '04 20 26 1 3
2005 Ooh La La 4 16 82 37 36 1 Supernature
Number 1 9 29 7 1 1
2006 Ride a White Horse 15 36 30 5
Fly Me Away 26 40 6
Satin Boys, Flaming Chic[A] We Are Glitter
2008 A&E 10 33 98 85 1 Seventh Tree
Happiness 25
Caravan Girl 54
Notenn
  • A ^ Picture disc, embannadenn ispisial er Rouantelezh-Unanet

Pladennoù singles da vrudañ ar strollad[kemmañ]

  • 2003: "Yes Sir"
  • 2006: "Slide In" (DFA remix)

DVD[kemmañ]

  • 2004: "Wonderful electric, live in London"


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.