Golden Slumbers

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gerioù orin gant Thomas Dekker

Golden Slumbers zo ur ganaouenn (1:31 he fadelezh) hag a vez kavet war unnekvet albom ar Beatles, Abbey Road e anv, c'hwec'hvet pezh eus ar medley mil vrudet o kregiñ gant You Never Give Me Your Money.

Embannet e oa bet an albom-mañ e Breizh-Veur d'ar 26 a viz Gwengolo 1969 hag d'ar 1añ a viz Here er Stadoù Unanet.

Paul McCartney a oa e-barzh ti e dad e Cheshire o pleustriñ war seniñ piano. O teuler ur sell war dastumad skridoù-sonerezh e c'hoar-gaer (addimezet e oa e dad d'an ampoent) en doa lennet ul luskellerez hengounel Golden Slumbers hec'h anv. Dre ma ne oa ket evit lenn ar sonerezh en doa krouet e don a-boz dezhañ en ur ouzhpennañ pozioù all.

Golden Slumbers a voe aozet da gentañ-penn gant Thomas Dekker (bet ganet e Londrez e-tro 1572 hag aet da Anaon er memes kêr e 1632), skrivagner anezhañ ha dramaour en oad gant William Shakespeare. Embannet e voe e 1603 evit ar wech kentañ e-barzh The Pleasant Comedy of Patient Grissill.