Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ golo al levr

Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re zo titl un danevell hir (kant div bajennad) gant Pêr Denez bet embannet gant Al Liamm e dibenn 1979.

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur gêr bennak e Breizh, nepell diouzh ar mor, emañ ar c'houblad Madeg o telc'her ur stal-apotikerezh bet prenet gante digant un apotiker kozh aet war e leve, hag int-i en tu all d'o hanter-kant vloaz pe dost. Evite da vezañ chomet divugale ez int liammet an eil ouzh egile c'hoazh gant ar pezh a denn kentoc'h d'un deneridigezh don eget da garantez diroll o yaouankiz. War-lerc'h ugent bloavezh a vuhez voutin digoumoul n'int ket debret mui gant diaoul ar c'hig. Pep hini anezhe en deus kavet, diouzh e du, un tremen-amzer da blediñ gantañ : plijout a ra d'ar wreg liorzhañ ha, dreist-holl, ober war-dro he gwez-roz ; emañ ar gwaz o paouez prenañ ur vag da vont da verdeiñ bewech ma c'hell. A-greiz-holl ez eo torret an eürusted-mañ d'ur Sul noz pa zeu daou archer da gemenn d'ar wreg eo bet kavet diwerniet bag he gwaz er c'hostez, den ebet e-barzh.

Setu m'emañ an danevell o kregiñ da vat, dezrevellet an holl zarvoudoù anezhi gant gwreg an den aet da Anaon. Goude bezañ diskoachet div velionenn c'hlas sec'h e-touez paperioù kozh he gwaz e kav roudoù splann ur vaouez all, Kristina Moenner hec'h anv. Na pegen mennet ha kriz e tiskouezo bezañ ar wreg tromplet da gas he dial divoas betek penn...!

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet e oa bet an danevell e saozneg gant Ian J. Press - Blue Like Blue Eyes which Were Not My Own an titl saoz anezhi - hag embannet e oa bet e 1993 gant Mouladurioù Hor Yezh.