Gladdalc'helezh
Ar c'hladdalc'helezh[1] — pe feodelezh[2] — zo ur reizhad politikel ma'z eo gwan ar galloud uhelañ, hini ar roue da skouer, ha kreñvoc'h galloud an aotrouien, konted pe baroned, a zalc'h ar glad, pe an douar, hag a zo dindan ar roue.
Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er XVIIvet kantved. Dont a ra eus ar ger dalc'h. Dindan stumm latin ar ger, fevum, an hini ofisiel nemeta neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an Xvet kantved[3]. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger gladdalc'helezh avat ne oa ket sellet ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o veva er Grennamzer.
Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er brezel dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm eus madoù peurliesa, anvet un dalc'h, roet gant an aotroù[4].
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Roparz Hemon, Ronan Huon, Dictionnaire Français-Breton, 1997, p 1083
- ↑ Kreizenn ar geriaouiñ, Geriaoueg Istor geografiezh ekonomiezh
- ↑ Jean-François Lemarignier, La France médiévale - Institutions et société, Armand Colin, 2005, p. 100.
- ↑ François-Louis Ganshof, Qu'est-ce-que la féodalité ?, Tallandier : Paris, 1982, (ISBN 2-235-01299-X), p. 13.