Giovanni Antonio Boltraffio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Itron Varia hag ar mabig Jezuz (Mirdi an Arzoù-kaer, Budapest)

Giovanni Antonio Boltraffio pe Beltraffio (1466 pe 1467[1] - 1516) a oa ul livour italian eus mare an Azginivelezh a orin eus Lombardia, hag a labouras gant Leonardo da Vinci.[2] Boltraffio ha Bernardino Luini e oa an arzourien wellañ -touez holl zeskarded Leonardo. Hervez Giorgio Vasari e oa un noblañs, hag a vije bet ganet e Milano.

An Dasorc'hidigezh eo e daolenn bennañ, livet er bloavezhioù 1490 (livet asambles gant Marco d'Oggiono hag a o ivez deskard gant da Vinci, war ziskouez hiziv an deiz e Gemäldegalerie Berlin).

E Bologna edo e 1500-1502 hag eno e voe sikouret gant ar familh Casio. Poltredoù izili ar familh a livas, hag ivez Pala Casio (e Mirdi al Louvre hiziv an deiz); ma tiskouez an Itron Varia hag ar mabig Jezuz gant Yann-Vadezour ha Sant Vastian hag daou roour war o daoulin, Giacomo Marchione de' Pandolfi da Casio hag e vab, ar barzh Girolamo Casio[3], hag a venegas Boltraffio e sonedennoù skrivet gantañ. Poltred Girolamo Casio livet gant Boltraffio a zo war ziskouez e Pinacoteca di Brera, Milano.


Oberennoù pennañ[kemmañ]

  • Pala della Madonna, e-tro 1505, National Gallery, Londrez
  • Pala della Madonna col Bambino, i santi e il poeta Girolamo Casio, Mirdi al Louvre, Pariz
  • Pala di Lodi, Mirdi an Arzoù-kaer, Budapest
  • Ritratto di una signora come santa Lucia Mirdi Thyssen-Bornemisza, Madrid
  • Uomo di profilo, National Gallery, Londrez
  • Madonna col Bambino, Mirdi an Arzoù-kaer, Budapest
  • Madonna col Bambino, Mirdi Poldi Pezzoli, Milano

Oberennoù a vez roet dezhañ[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. war a lenner war e vez e oa 49 bloaz pa varvas e 1516.
  2. Leonardo a c'hopraas un den anvet "Gian Antonio" en e stal-labour e 1491.
  3. Girolamo Casio (1464-1533)


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.