Ginevra de' Benci

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ginevra de' Benci
Ginevra de' Benci.jpg
Leonardo da Vinci, war-dro 1476
Eoullivadur war goad
38,8 × 36,7 cm
National Gallery of Art
Washington, D.C., SUA

Ginevra de' Benci (ganet e 1457) a oa un itron a renk uhel e Firenze er XVvet kantved, ha brudet he spered e-touez he c'henvroiz. Poltredet eo bet gant Leonardo da Vinci. Emañ an daolenn en National Gallery of Art e Washington, D.C., e SUA.

Livet e voe poltred Ginevra de' Benci e 1474 da eñvoriñ hec'h eured da Luigi Niccolini, pezh a greder abalamour da elfennoù zo en daolenn ha d'ar skrid ouzh ar c'hein. A-drek ar vaouez ez eus ur jenevreg. Ouzh kein ar poltred ez eus ur barr jenevreg hag ur frazennig VIRTUTEM FORMA DECORAT ("Kened a Gaera Vertuz"). En italianeg e lavarer "ginepro" eus ar jenevreg , ha krediñ a reer eo un arouez eus anv Ginevra. Ouzhpenn da se e oa un arouez a vertuz en Azginivelezh

Kein ar poltred.

[kemmañ] Liammoù


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all