Ghiyath al-Kashi

Eus Wikipedia
Ghiyath al-Kashi
Ghiyath al-Kashi

Ghiyath al-Kashi pe al-Kachi (غياث الكاشي ; "Ghiyath a gKashan"), ganet tro 1380 e Kashan (Iran) ha marvet e 1429 e Samarkand (Ouzbekistan), a oa ur matematikour hag ur steredoniour pers. E anv klok a oa Ghiyāth al-Dīn Jamshīd ibn Masʾūd al-Kāshī (غیاث‌الدین جمشید کاشانی ghiyāth al-dīn : "sikour ar relijion", masʾūd : "eürus", pe Jamshīd : "Yama ar skedus" e perseg).

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evezhiañ a reas ur fallaenn loar e kashan e 1406 hag eskrivas ur guchennad oberennoù diwar-benn ar steredoniezh er bloavezhioù da heul. E Khaqani zij (taolioù ar c'h/khan bras) a voe gouestlet da Shah Rukh pe da Ulugh Beg.

Pediñ a reas Ulugh Beg al-Kashi e Samarkand e 1420, bloavezh digoradur ur medersa (skol veur matematik) hag a voe roet dezhi anv Ulugh Beg. Enno e kelennas al-Kashi gant Qadi-zadeh Roumi, kelenner Ulugh Beg, ha sur a-walc'h gant Ulugh Beg ivez.

Ul levezon bras en doe al-Kashi war krouadur arvestva Samarkand, digoret e 1429, hag war e vinvioù steredoniezh. A-raok e veze spurmantet an oabl eus ar medersa.

Al labourioù kaset da benn gant Ulugh Beg, Qadi-zadeh Roumi, al-Kashi hag un tri-ugent bennak a ouizieien all a zisoc'has gant embannadur an taolioù sultanian (zij-e solTâni, e perseg), embannet e 1437, gwelaet gant Ulugh Beg betek e varv e 1449. Roadennoù ar Khaqani zij a voe implijet evel just.

Al lizhiri bet skrivet gant al-Kashi d'e dad a ziskriv en un doare resis ar vuhez skiantel e Samarkand d'ar maree-se. D'e soñj ne oa ampart nemet Ulugh Beg, Qadi-zadeh Roumi. Al-kashi ne oa ket gwall soutil, hogen degemeret e oa mat gant Ulugh Beg abalamour d'e ampartiz.

Jediñ a reas al-Kashi an niver π gant ur resister a 15 sifr goude ar virgulenn, a chomas digemm 'pad daou gantved.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]