Geumgwan Gaya

Eus Wikipedia
Pelec'h edo Geumgwan Gaya (en orañjez).

Geumgwan Gaya (43 - 532), anvet ivez Bon-Gaya (본가야, 本伽倻, "Gaya an Orin") pe Garakguk (가락국, "Stad Garak") a oa unan eus an tierniezhioù pennañ e-barzh Kengevredad Gaya e Korea e-pad marevezh an Teir Rouantelezh. Krediñ a reer e oa lec'hiet e proviñsoù Gimhae ha Gyeongsangnam-do, e-kichen genoù ar stêr Nakdong. Ur perzh bras e c'hoarie e politikerezh Korea betek bezañ staget ouzh Silla.

Hervez Samguk Yusa e oa diazezet Geumgwan Gaya gant ar roue Suro a vije bet e wreg, Heo Hwang-ok, ur briñsez eus Indez. Nav c'hêriadenn a vije bet unvanet gant ar roue Suro evit krouiñ Geumgwan Gaya.

Pa voe staget Geumgwan Gaya ouzh Silla e 532 e voe roet ur renk bras en noblañs d'he ziegezh roueel.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]