Getúlio Vargas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Getúlio Vargas
Dispac'herien a-enep Getúlio

Getúlio Dornelles Vargas (São Borja, 19 a viz Ebrel 1882Rio de Janeiro, 24 a viz Eost 1954) a oa alvokad ha politikour braziliat, ha penn disoudard Dispac'h 1930. Gantañ e voe diskaret ar Republik Kozh, hag anvet e voe , dre ziv wech, da brezidant Republik Brazil.

Gant tud e gostezenn e voe anvet "tad ar re baour". "Doutor Getúlio" a veze graet anezhañ gant ar re a oa tost dezhañ.

Gouarn Brazil a reas

  • adalek 1930 betek 1934 er Gouarnamant da C'hortoz;
  • adalek 1934 betek 1937 er Gouarnamant bonreizhel, dilennet gant ar C'hendalc'h Broadel Congresso Nacional;
  • adalek 1937 betek 1945 en Estado Novo (Stad Nevez); hag adalek 1951 betek 1954 evel prezidant dilennet gant ar vouezhiadeg war-eeun.

Juscelino Kubitschek a voe anvet da brezidant war e lerc'h.