Ger goulenn

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen ger goulenn (saoz: interrogative word) evit komz eus ur ger en ur frazenn pe ul lavarenn hag a dalvez da sevel ur goulenn. Tennañ a ra neuze da berzh kevreadurezhel ha/pe semantikel un elfenn bennak.

Bez' e c'hell klotaat ar stummoù implijet evel sevel goulennoù e yezhoù zo gant stummoù implijet evit perzhioù ha sterioù all, da skouer e saozneg hag e galleg e c'hell klotaat stumm ar gerioù goulenn gant stumm ar raganvioù stagañ implijet en islavarennoù, d.s.:

Saozneg
Stumm goulennata
Where was he born?
Stumm stagañ
The country where he was born
Galleg
Stumm goulennata
est-il né?
Stumm stagañ
Le pays il est né

E yezhoù all avat e implijer gerioù disheñvel bewech, da skouer e brezhoneg:

Brezhoneg
Stumm goulennata
Pelec'h e oa bet ganet?
est-il né?
Islavarenn: stumm stagañ
Ar vro ma oa bet ganet (= "el lec'h ma")

Keñveriit gant an doare da sevel goulennoù ameeun:

Islavarenn: stumm goulennata
N'ouzon ket pelec'h emañ?

Meur a berzh kevreadurezhel a c'hell kaout seurt gerioù goulenn er frazenn:

  • Doareer
    • Pe, Pet, d.s. Pe den?, Pet a dud?
    • Da biv (perc'henn), d.s., "Da biv eo an daol-mañ?"
  • Pro-stummoù
    • Raganvioù goulennata
      • Piv (tud), d.s., "Piv en deus skrivet al levr-mañ?"
      • Petra (nann-tud), d.s. "Petra eo an dra-mañ?"
    • Pro-ragverboù
      • Pelec'h (lec'hiadur), d.s., "Pelec'h emañ ma c'hador?"
      • Eus belec'h (orin), d.s., "Eus pelec'h e teu hennezh?"
      • Da belec'h (pal), d.s., "Da belec'h emañ o vont?"
      • Pegoulz (amzer), d.s., "Pegoulz e teuio?"
      • Penaos (doare), d.s., "Penaos en doa graet evit dont?"
      • Perak (abeg), d.s., "Perak e lârez geveier?"

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]