Georgia O’Keeffe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Georgia O’Keeffe

Ul livourez stadunanat eo Georgia O'Keeffe, bet ganet d'ar 15 a viz Here 1887 e Sun Prairie (Wisconsin) ha marvet d'ar 6 a viz Meurzh 1986 e Santa Fe (New Mexico), e Stadoù-Unanet Amerika . Unan eus livourezed meur an XXvet kantved eo Georgia O'Keeffe.

Buhez[kemmañ]

G. O'Keeffe e 1918
Poltred gant Alfred Stieglitz

War ar maez e voe desavet Georgia O'Keeffe, e ti-feurm he zud e-kichen Sun Prairie, e Wisconsin, gant he seizh breur ha c'hoar. Adalek he daouzekvet bloavezh e soñjas ar plac'h yaouank bezañ arzourez, kement e plije dezhi kentelioù tresañ ha livañ.
Da c'houde e tilojas ar familh da Williamsburg (Virginia ). Pa oa 17 vloaz ez eas Georgia da Chicago da studiañ en Art Institute. Da heul ez eas da New York, d'an Art Students League, a oa ur skol arzoù eus ar re vrudetañ d'ar mare-se.
Gant arz ha mennozhioù Vassily Kandinsky e voe levezonet-bras. Kelennerez e voe O'Keeffe e-pad ur pennad, e Canyon (Texas).
E 1916, evit ar wech kentañ, e voe diskouezet tresadennoù Georgia gant Alfred Stieglitz(1864-1946), un arzour ha luc'hskeudenner a oa o chom e New-York.
E 1924 e timezas Georgia O'Keeffe hag Alfred Stieglitz. Tremen 350 poltred eus e wreg a reas A. Stieglitz. A-drugarez dezhañ e kejas Georgia ouzh un toullad arzourien, livourien, skrivagnerien, ha luc'hskeudennerien dreist-holl evel Paul Strand.
E-pad bloavezhioù e voe O'Keeffe ha Stieglitz o labourat asambles, levezonet an eil gant egile.
Diskouezagoù all a voe aozet gant Stieglitz evit taolennoù Georgia. Tamm-ha-tamm e teuas O'Keeffe da vezañ unan eus an arzourezed brudetañ er bloavezhioù 1920 e New York.
Adalek ar bloavezhoù 1930 e tremenas al livourez pep hañvezh e New Mexico. Un ti a oa bet prenet ganti en Abiquiu. E 1949 ez eas di da chom da vat.

Oberennoù[kemmañ]

War-dro 900 taolenn a voe livet gant Georgia O'Keeffe : pikoloù bleunioù, pe kornioù-bro eus ar Stadoù-Unanet, dreist-holl ar menezioù a zo war-dro Santa Fe. Awenet-brav e veze al liverez gant an natur.

E meur a virdi stadunanat emañ taolennoù Georgia O'Keeffe war ziskouez, en o zouez :

  • Art Institute of Chicago, Chicago
  • Brooklyn Museum, New York City
  • Museum of Modern Art (MOMA), New York City
  • San Francisco Museum of Modern Art, San Francisco (Kalifornia)
  • Cleveland Museum of Art, Cleveland (Ohio)

Levrioù[kemmañ]

Hêrezh[kemmañ]

E 1997 e voe digoret ur mirdi en he zi e Santa Fe.

Liammoù diavaez[kemmañ]