George Montagu (naturour)

Eus Wikipedia
George Montagu

George Montagu[1], bet ganet e Lackham House (Wiltshire, Bro-Saoz) e 1753 hag aet da Anaon e Kingsbridge (Devon, Bro-Saoz) d'an 20 a viz Mezheven 1815, a oa un naturour saoz.

Anavezet-mat eo Montagu e metoù an evnoniezh en abeg d'e oberenn — Ornithological Dictionary; or Alphabetical Synopsis of British Birds — a oa bet embannet e Londrez e 1802.

Roll ar spesadoù en devoa studiet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D
delfin c'hwezher (Tursiops truncatus),
  • M
morc'hwen (Talitrus saltator),
  • S
skravig Dougall (Sterna dougallii), sidan-aod (Anthus petrosus).

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ober a reer gant ar berradur Montagu e metoù al loenoniezh.