Gavr-erc'h
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Artiodactyla | ||||
| Isurzhiad : | Ruminantia | ||||
| Kerentiad : | Bovidae | ||||
| Iskerentiad : | Caprinae | ||||
| Genad : | Oreamnos | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Oreamnos americanus Blainville, 1816 |
|||||
|
|||||
Ar c'havr-erc'h (Oreamnos americanus) a zo ur bronneg daskirier hag a vev e Norzhamerika. Ar spesad nemetañ eo er genad Oreamnos.
Doareoù pennañ [kemmañ]
Heverk eo he blevenn wenn stank a sikour anezhi da dalañ ouzh ar yenijenn dre ma vev etre 1000 ha 5000 m a-us live ar mor e kornôg Norzhamerika, eus gevred Alaska betek Idaho ha Montana e SUA.
Kerniel du, etre 20 ha 30 cm hir, zo gant ar par koulz ha gant ar barez ha kreskiñ a reont a-hed buhez ar c'havr-erc'h. Gallout a reer jediñ oad ul loen o kontañ ar c'helc'hioù bloaziek a zo enno.
Etre 60 ha 80 kg eo pouez ar par paz'eo etre 55 ha 70 kg hini ar barez.
Gouennañ [kemmañ]
Mare ar gouennañ a c'hoarvez etre fin miz Du ha penn kentañ miz Genver. An dougen a bad etre 150 ha 180 deiz ha ganet e vez betek 3 menn gant ar barez war un tor serzh evit diwall diouzh ar preizhataerien. Dizonet e vez ar re vihan goude 3 pe 4 miz hag e chomont gant o mamm betek ganedigezh an torad a zeu war o lerc'h.