Gary Jennings

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gary Jennings a oa ur skrivagner amerikan ganet e Buena Vista, Virginia, d'an 20 a viz Gwengolo 1928.

Goude bezañ bet o labourat er bruderezh e tivizas gouestlañ e holl amzer d'ar skrivañ. Evit-se e tivroas da vMec'hiko ma oa gwelloc'h marc'had ar vuhez ha kroget da skrivañ romantoù evit ar vugale.

E-pad an daouzek vloaz ma chomas e Kreizamerika e teskas kastilhaneg hag e tapas gouiziegezh war istor an Azteked. Neuze e skrivas e romant brudetañ Aztec ma tezrevell ennañ sevenadur pobloù kreizamerikan e fin ar XVvet kantved ha penn kentañ ar XVIvet kantved, a-raok hag e-pad aloubidigezh ar vro gant Hernán Cortés hag ar Spagnoled.

Mervel a reas Jennings d'an 13 a viz C'hwevrer 1999.

Lec'hienn ofisiel[kemmañ]

Gary Jennings (e saozneg)