Garota de Ipanema

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

"Garota de Ipanema" zo ur ganaouenn eus Brazil, savet e 1962 gant Vinícius de Moraes hag Antônio Carlos Jobim. Unan eus brudetañ kanaouennoù ar Bossa Nova eo.

Istor [kemmañ]

Da gentañ e oa bet anvet Menina que passa, ha disheñvel e oa ar c'homzoù, savet gant Vinicius:

Vinha cansado de tudo

De tantos caminhos

Tão sem poesia

Tão sem passarinhos

Com medo da vida

Com medo de amar

Quando na tarde vazia

Tão linda no espaço

Eu vi a menina

Que vinha num passo

Cheio de balanço

Caminho do mar

Koulskoude, na Tom na Vinicius ne oant sot gant ar c'homzoù-se. Adsavet e voe goude gant Vinicius, awenet gant ar goantenn Helô Pinheiro, a dremene alies dirak ar Bar Veloso (advadezet Garota de Ipanema hiziv), hag a zo en Ipanema.

Tom ha Vinicius a deuz alies d'an ostaleri, da azezañ ouzh an taolioù dirak an davarn . Ar Garota de Ipanema, ar plac'h Heloísa, a oa o chom nepell e straed Montenegro, niverenn 22. N'eo nemet daou vloaz hanter goude, ha hi ajolbet, e klevas e oa bet awenerez ar sonaozour. Pa zimezas Heloísa, e kouvias Tom Jobim hag e wreg Teresa da vezañ testoù.