Garadenn
Eus Wikipedia
Garadenn (ur c'haradenn) eo ar ger a vez implijet gant brezhonegerien zo a c'hoari echedoù eus ar gambetto italianek da lavarout eo aberzh ur pion pe ur pezh all da vare digoradur ur c'hoariadenn , kontrol d'ar sturienn ha ne dleer ket lezel pezhioù da vont da goll.
Kement-se a vez graet evit aesaat an arsailh, kaout lec'h, digeriñ linennoù, ha gounit amzer.
Gerdarzh[kemmañ]
Dont a ra ar ger italianek gambetto (anavezet gant Léon Gambetta a dra sur) eus gamba a zo gar, ha gambitare a dalv kement hag ober gar, diwar-se garadenn.