Ganedigezh Gwener (Bouguereau)
Eus Wikipedia
Ganedigezh Gwener zo un daolenn savet gant al livour gall William-Adolphe Bouguereau (1825-1905) a oa bet echuet e 1879.
Savet eo diwar vojenn Afrodite, an doueez hellazat, ganet eus takennoù sper he zad Ouranos, an Oabl, kouezhet er mor, hag a vije savet a-greiz an dour.
Taolennoù all [kemmañ]
Anaout a reer div daolenn all diwar an hevelep danvez:
- Ganedigezh Gwener (Botticelli) gant Sandro Botticelli, e 1485.
- Ganedigezh Gwener gant Alexandre Cabanel, e 1863.