Galia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gallia)
Rannoù Galia (58 kent J.-K.) : Gallia Cisalpina, Belgica, Celtica, Akitania ha Narbonensis.

Galia (Gallia e latin) a rae ar Romaned en Henamzer eus ar vro a oa etre Mor Breizh hag ar Meurvor, er c'hornôg, en un tu; ar Roen hag Alpoù an Norzh en tu all; hag er c'hreisteiz ar Pireneoù[1], ar Mor Kreizdouar hag ar sterioù Arnus ha Rubico (en Italia hiziv). Ne glote ket harzoù Galia eta gant re ar Stad c'hall en amzer a hiziv. Dindani e oa Belgia ha Bro-Suis a-vremañ, ar Stad c'hall, hanternoz Italia a-vremañ hag al lodenn eus an Izelvroioù hag eus Bro-Alamagn zo er c'hornôg d'ar Roen.

Galia ne oa ken ul lodenn eus un dachenn frankoc'h a oa poblet pe a oa bet poblet gant Kelted hag a zo meneget dindan an anv a Geltia adalek ar skrivagnerien c'hresian (Aristoteles ha Platon peurgetket).

Galianed a vez graet eus annezidi Galia. Ar Romaned a rae Galli anezhe, hogen int-i a rae Celti (Kelted) anezhe o-unan hervez Julius Caesar.

Galia dieub[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek aloubadenn ar Romaned, n'eus tamm unaniezh politikel ebet er vro. Rannet eo etre meur a geoded, a bobladoù galian. Dizingal e tle bezañ bezañs an elfennoù a orin kelt e-touez ar boblañs ivez. An unvaniezh zo kentoc'h sevenadurel ha relijiel.

Ar pobloù galian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn c'halian eus ul loen (anvet Tarasque) o tispenn un den, Noves er Bouches-du-Rhône (Mirdi Calvet, Avignon)

Relijion ar C'halianed n'eo ket anavezet mat dre ma ne veze ket skrivet o c'hredennoù gant o beleien, an drouized, ha dre ma'z int bet atahinet gant ar Romaned adalek an aloubidigezh.

Diazezet eo hon anaouedegezhioù war testenioù an arkeologiezh ha skridoù ar skrivagnerien latin ha gresianek, pagan pe gristen, dreist-holl.

Dre chañs, diazezidigezh al lezenn a gristeniezh en Hibernia (Bro-Iwerzhon hiziv) zo bet peoc'hus a-walc'h hag ul lodenn eus kredennoù hec'h annezidi, kar da re ar C'halianed, zo bet lakaet dre skrid gant menec'h kristen en amzer-se. A-drugarez d'an testennoù-se e komprener gwelloc'h an elfennoù all zo en hor c'herz.

Gallout a reer lavaret e oa ar relijion unan eus an elfennoù unvaniezh pennañ a oa etre ar bobladoù disheñvel a veve e Galia, hag etre Hibernia (Bro-Iwerzhon hiziv) ha Galatia (Turkia a vremañ).

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet e veze galianeg gant ar pep brasañ eus annezidi Galia gentistorel hep mar ebet. Rannet e oa ar yezh-se e rannyezhoù disheñvel[2]. Ur yezh keltiek eus tiegezh ar yezhoù indezeuropek eo ar galianeg. Tost-kenañ e oa d’ar yezh a veze komzet en enez Preden d'ar c'houlz-se.

En e levr De bello gallico e lavar Julius Caesar e oa disheñvel teir rann dieub Galia dre o gizioù, o boazioù met ivez dre o yezh. Lod zo o klask gouzout ha komz a rae eus rannyezhoù disheñvel pe eus bezañs yezhoù all en Aquitania pe en hanternoz Galia. Ne veze ket komzet galianeg en Aquitania (war c'hlann gleiz ar Garonne), da skouer, met ur rannyezh iberek[3]. Nevez a-walc'h ivez e oa donedigezh ar Gelted e Liguria e lec'h ma veze komzet ligurieg, ur yezh kar-tost d'an edaleg ha d'an hengeltiek.

Aet e oa ar galianeg da get war-dro ar VIvet kantved. Hervez skrivagnerien all e vije chomet bev betek ar VIIvet kantved e toleadoù distro, zoken betek ar Xvet kantved e Vro-Suis[4].

Galia roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galia en Impalaeriezh roman war-dro 120 (Gallia Cisalpina n'eo ket merket war ar gartenn dre ma oa staget ouzh Italia).

An aloubadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aloubet ha konkeret eo bet Galia e pevar frapad disheñvel. Da gentañ e voe sujet ar C’halianed a oa o vevañ e kompezenn ar ster Padus (Boii, Insubres) en IIIvet kantved kent J.-K..

Goude-se e voe krouet Gallia Narbonensis da-heul ur brezel a-enep ur c’hevredad Galianed ha Ligured a venne tagañ keoded c’hresian Masilia e 181 kent J.-K.

En diwezh e oa anvet Julius Caesar e penn an div broviñs galian kentañ hag aloubiñ a reas ar peurrest eus ar vro binvidig-se, anvet Galia comata[5], etre 58 ha 52 kent J.-K., evit pourchas danvezioù, soudarded ha pinvidigezhioù a zigorfe dezhañ hent ar galloud e Republik Roma.

Ar pobladoù galian dieub diwezhañ eus an douar-bras a oa re traoñiennoù an Alpoù. Sujet e voent tamm-ha-tamm dre nerzh pe dre gaer dindan ren an impalaer Augustus[6].

Ar proviñsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo bet Galia e pemp proviñs disheñvel gant ar republik hag an impalaeriezh roman. Anvet int e latin :

  • Gallia Cisalpina (anvet ivez Gallia cisterior) a oa dindani hanternoz Italia betek ar stêrioù Arnus ha Rubico. Perc'hennet e oa gant ar Romaned abaoe 222 kent J.-K[7]. Lesanvet e veze ivez ar broviñs-se Gallia togata dre ma veze gwisket togaoù gant e annezidi romanekaet hag enebet e veze e-giz-se ouzh Gallia Comata, "Galia vlevek", a oa al lodenn dieub eus Galia e lec'h ma oa bet dalc'het d'an dilhad kelt.
  • Narbonensis, anvet ivez Provincia « ar Broviñs », a-hed aodoù ar Mor Kreizdouar hag e traoñienn ar Ron. Krouet a oa bet ar broviñs gant ar Romaned e 121 kent J.-K..
  • Lugdunensis pe Gallia Celtica a oa al lodenn eus Galia etre ar Garona hag ar Sequana. An Arvorig a oa dindani. Mont a ra d'ober ur broviñs war-bouez ul lodenn anezhi a oa staget ouzh Aquitania.
  • Belgica a oa anv ar broviñs a vode keodedoù a oa bet er c'hevredad belgiat da vare an aloubidigezh
  • Aquitania a oa anv ar vro etre ar mor, ar Pireneoù ha glannoù ar Garona. Staget e oa bet outi ul lodenn eus ar c'h-Celtica evit sevel ur broviñs er memes anv.

Kemmoù a voe bet degaset da c’houde en urzhiadur ar proviñsoù-se da vare an impalaeriezh.

Da skouer ez eas Gallia Cisalpina d'ober ul lodenn eus Italia penn-da-benn hag e paouezas e-gis-se da vezañ ur broviñs.

Anvet e veze gouarnourien ar proviñsoù impalaerel war-eeun gant an impalaerien. Re « ar Broviñs », avat, a veze choazet gant sened Roma.

Emren e oa ar pep brasañ eus ar c'heodedoù. Kas a raent ar vagistrated pennañ bep bloaz da Lugdunum, kêrbenn holl broviñsoù Galia, evit touiñ fealded d'an impalaer ha da Roma.

Ar vuhez e Galia roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe un niver a geodedoù nevez gant ar Romaned. Degas a rejont ivez gwellaennoù d'ar c'heodedoù kozh pa ne vezent ket paeet gant an annezidi o-unan : foromoù, dourbontoù, añfiteatroù, kouronkoù, bolzioù enor ha kement zo ... Evel-se en em strewe doareoù-bevañ ar Romaned. Azeulet e veze an doueed roman e pep keoded.

Muioc'h-mui e veze implijet al latin er vuhez foran, a-drugarez d'ar renkadoù uhelañ, d'ar varc'hadourien ha d'ar soudarded da gentañ penn. Roet e voe ar gwirioù keodediz roman klok d'ur bern Galianed. Lod memes a voe degemeret e Sened Roma adalek an impalaer Claudius.

Koulskoude e oa dizingal latinekadur ar vro. Derc'hel a rae an toleadoù a oa ar pellañ eus ar c'hreizennoù bras d'o gizioù ha d'o yezh muioc'h evit a re all. Kenderc'hel a rae an annezidi da azeuliñ o doueoù, mesket a-wezhioù gant doueed roman pe re all degaset eus an impalaeriezh (Isis, Mithra da skouer). Mirout a raent o gizioù (boued, dilhad) hag o boazioù. Dont a reas tamm-ha-tamm ar C'halianed damlatinekaet-se da vezañ Galianed-ha-Romaned.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Plinius secundus, Historia Naturalia IV 16 embannadur gant Teubner, 1933 (adembannadur eus mouladenn 1905
  2. A. Even, Istor ar Yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, I. 44
  3. A. Even, Istor ar Yezhoù keltiek, Hor Yezh, 1987, I. 26
  4. L. Fleuriot, Les origines de la Bretagne, Payot 1980, pp 55-59
  5. Da laret eo Galia vlevek
  6. J.-P. Martin, Les provinces romaines d’Europe centrale et occidentale, 31 avant J.-C. – 235 après J.-C., SEDES 1990
  7. Mommsen, Histoire romaine, des commencements de Rome jusqu'aux guerres civiles, troet diwar an alamaneg gant C. A. Alexandre, Laffont, 1985, pajenn 414