Galinthias

Eus Wikipedia
Ganedigezh Herakles gant Jean Jacques François Le Barbier.

Galinthias (Γαλινθίας e gregach) a oa matezh Alkmene, mamm Herakles, e mojennoù Hellaz kozh.

Pa oa dougerez he mestrez e klaskas an doueez Hera mirout ouzh ganedigezh ar mab-se da Zeus. Louzet e voe an doueez gant Galanthias a lavaras dezhi e oa gwilioudet ar vamm.

Evit he c'hastizañ e voe troet gant Hera en un dourgi. Daoust da se e chomas gant he mestrez.


An anv latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galinthis a vez graet anezhi e mojennoù Roma.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]