Galeazzo Ciano di Cortellazzo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ciano (en tu kleiz) gant roue Albania Zog Iañ , e 1937.
A gleiz da zehoù: Chamberlain, Daladier, Hitler, Mussolini, ha Ciano a-raok dezho sinañ Emglev Munich.

Gian Galeazzo Ciano, kont Cortellazzo, anavezet evel ar c'hont Ciano, ganet d'an 18 a viz Meurzh 1903, e Livorno (Italia), ha marvet d'an 11 a viz Genver 1944 e Verona (Italia), a oa ur politikour italian, hag unan eus krouerion ar strollad faskour.

Brudet eo evel maodiern an Aferioù diavaez e gouarnamant Benito Mussolini hag evel mab-kaer d'an diktatour.

Barnet e voe e Prosez Verona gant ul lez-varn faskour ag ar Republik Sokial Italian ha kondaonet e voe d'ar marv evit trubarderezh uhel. Fuzuilhet e voe e Verona.

Oberenn skrivet[kemmañ]

  • Galeazzo Ciano, Diario 1937-1943 - a cura di Renzo De Felice Edizione integrale, Biblioteca Universale Rizzoli, Milano, 2006, ISBN 88-17-11534-7 , (en italianeg) .
  • The Ciano Diaries 1939-1943: The Complete, Unabridged Diaries of Count Galeazzo Ciano, Italian Minister of Foreign Affairs, 1936-1943 (2000) ISBN 1931313741 (e saozneg) .

Lennadurezh[kemmañ]