Orged

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gadaliezh)
Er relijionoù yuzev ha kristen e veze kondaonet plijadurezhioù ar c'hig. Amañ ur murlivadur eus ar bloaz 1727 en un iliz reizhkredennek: diaoulien a weler o jahinañ ur feizad bet oc'h orgedata (Agios Ioannis Prodromos, Kastoria (Hellaz) (1727).
Amañ eo gant ar wreg eo bet graet pec'hed ar c'hig, ha dezhi eo prometet jahinerezh an diaoulien.
Ar c'hadaliezh, hervez Pieter Brueghel gozh

An orged a c'hall bezañ, dre vras, pe ar blijadur a gaver en darempredoù reizhel, ar fouzhañ, pe ar c'hlask war o lerc'h, ar c'hoant anezho.

Orged eo an anv a gaver e Geriadur Vallée (pajenn 23) evit amour personnifié", da lavarout eo Eros, pe Kupidon.

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er relijion gatolik e vez graet orged (pe gadaliezh)

  • eus an darempredoù etre gwaz ha maouez e-maez sakramant an iliz, da lavarout eo e-maez ar briedelezh
  • eus an darempredoù etre daou bried ma n'int ket graet evit kaout bugale ( difennet eo an hilastalañ)
  • eus an darempredoù dinatur, estreget etre gwaz ha maouez.

Unan eus ar seizh pec'hed kapital eo gant ar gatoliked. Plijadur ar c'hig, hudurnez pe hudurniezh, zo anvioù all graet eus an orged er c'hadorioù-sarmon.

Luxuria eo ar ger latin, deuet war wel e 1119, hogen disheñvel e ster hervez ma komzer eus relijion pe eus buhezegezh.

Orgedata relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er relijionoù kozh ne oa ket an orged evel ur tech fall. Orgedata, pe orgediñ, a veze graet e-kerzh lidoù relijiel, re Dionysos ha Bacchus, ar Bacchanalia, met berzet e voent gant Sened Roma abalamour d'an dizurzh e 186 kent JK.

Alies e veze louzoù ha boeson, evel e templ Dionysos e Baalbek, pe gasterezh relijiel, evel er menez Eriks e Sikilia.

Enebiezh relijiel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ma voe enebiezh ouzh orgedoù relijiel gant Sened Roma e voe enebiezh a-berzh an Iliz ouzh an orged, komprenet evel darempredoù etre gwaz ha maouez e-maez sakramant an iliz, da lavarout eo e-maez ar briedelezh, hag urzh ofisiel ar gevredigezh.

Gwelout a reer neuze an Iliz o klask reoliañ buhez ar gristenien (da lavarout eo an holl dud er broioù kristen), o lakaat an urzh vat da ren, en anv ar vuhezegezh kristen. Bevañ e-maez an urzh vat, pe ar vuhezegezh kristen (alies ar memes tra) a zo, hervez ar feiz kristen, bevañ er pec'hed. Ar pec'her a zo e riskl da vezañ daonet ha kondaonet da rostañ en Ifern eta, nemet distreiñ ouzh Doue a rafe, o kofes hag o cheñch buhez.

Hervez an urzh vat-se n'eo ket aotreet an torr-dimeziñ.

Un trec'h e voe dre ma oa degemeret an doare-se da welout en ofisiel gant an holl stadoù kristen, ha dre ma sikoure da ziazezañ an urzh er gevredigezh.

Skouer fall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Met kement-se ne vire ket ouzh ar pennoù-stadoù, impalaerien, rouaned hag all, da dremen hep gourc'hemennoù an Iliz pa garent. Serc'hed niverus ar rouaned c'hall Loeiz XIV pe Loeiz XV ne oant ket hervez reolennoù an Iliz, met re eskibien o amzer ne oant ket ivez, ha pibien zo (evel Alesant VI) o devoa diskouezet skouer fall a-raok.

Ne vire ket ivez ouzh kenwerzh ar fouzhlec'hioù, ouzh ar gastaouerezh, ouzh ar mitizhien yaouank brazezet gant o mistri, nag ouzh al lazhañ bugale.

Ha ma ne oa ket aotreet an torr-dimeziñ, e c'halle bezañ aotreet gant an Iliz da bennoù bras zo, evel d'ar roue gall Loeiz XII, goude ma oa splann, hervez an istorourien, e oa bet darempredoù reizhel, just-a-walc'h. En un tu all e voe nac'het an aotre-se ouzh ar roue saoz Herri VIII .

Dibenn un oadvezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout a reer hiziv en emzalc'h an iliz un disfiz bras, pe zoken ur gasoni, a lavar enebourion an Iliz katolik, ouzh buhez ar c'horf, pa n'eo marteze nemet un digompren diazezet war vuhez ar gloer, a veze desket dezho ober fae war ezhommoù ar c'horf, pe ezhommoù zo da vihanañ, rak hervez an teodoù fall e oa lipous pe lontek zoken ar veleien.

Ar gevredigezh-se avat zo aet war an diskar adalek ar bloavezhioù 1950, gant dieubidigezh an doareoù-bevañ. Pouez an Iliz war ar vuhez prevez, evel er vuhez ofisiel, zo aet war goazhañ.


Drougspered an orged eo Asmode.

Vertuzioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orgedata ne vir ket a ober van da vout vertuzius: komz a reer eus pilpouzerezh neuze, hervez skouer Tartuffe, pezh-c'hoari gallek Molière.

Ouzh an orged e vez enebet vertuz ar c'hlanded er gatoligiezh.

Buhezegezh hiriv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiriv e kornog Europa n'eus berz ebet d'an darempredoù etre gwaz ha maouez e-maez ar briedelezh. Ar peurvuiañ ne vez ket gwerc'h ar priedoù nevez, pezh a oa dibosubl a-raok ar bloavezhioù 1950, dre ma ne vije ket bet degemeret gant ar gevredigezh.

Gerioù kar dre ar ster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Buhez ar Sent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed a gaver e Buhez ar Sent, 1912:

  • Ar pec'hed hudur a lak merk an aneval war an tal. An hudurnez eo plijadur ar c'horf ennañ e-unan, evel m'eo an ourgouilh plijadur ar spered ennañ e-unan. Plijadur vrein ar spered ha plijadur vrein ar c'horf a ro an dorn, peurliesañ, an eil d'eben... pajenn 67.
  • Piv a lavaro biken mat a-walc’h pegement a zroug a ra an hudurnez da yec’hed ar c’horf ? An hudurnez a zispenn tamm ha tamm e c’hened, e yaouankiz, hag e amzer da zont… An hudurnez ne vez ket pell evit dont a-benn eus ar gwad yac’hañ hag eus ar c’horfoù kaerañ pa c’hall kregiñ enne. pajennoù 807-808.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Uta Ranke-Heinemann (doueoniourez alaman), Des Eunuques pour le royaume des cieux : L'Eglise catholique et la Sexualité, Pluriel, 1992 ISBN 201019006 (Original en allemand, 1988)