Gabrielle d'Estrées

Eus Wikipedia
Poltred Gabrielle d'Estrées

Gabrielle d'Estrées a oa pried-kleiz ar roue Herri IV a Vro-C'hall, a oa dimezet da Marguerite de Valois ("la reine Margot"). Met ar roue ne veve ket gant e wreg abaoe ur pennad mat.

Pevar bugel en doe ar roue diganti.

A-hervez eo-hi a levezonas ar roue evit meur a dra:

  • dilezel ar relijion brotestant, evit gallout dont da vezañ roue;
  • dibab Sully da vinistr, un dibab eus ar c'hentañ,
  • sinañ Skrid-embann Naoned, a roe frankiz relijiel d'ar brotestanted, en desped da enebiezh ruz an Iliz.


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar he fenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • « Gabrielle d'Estrées », e Dictionnaire universel d'histoire et de géographie, 1878.
  • Wolfram Fleischhauer. - Die Purpurlinie. - Stuttgart : 1996. - 408 pp. La ligne pourpre : 2005, JC Lattès.