Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Scuola di fontainebleau, presunti ritratti di gabrielle d'estrées sua sorella la duchessa di villars, 1594 ca. 01.JPG

Gabrielle d'Estrées hag ur c'hoar dezhi
Livour dianav — Dibenn 1593 pe zeroù 1594
Eoul war lien - 96 x 125 cm
Musée du Louvre, Paris, Bro-C'hall

Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi zo un daolenn eus Skol Fontainebleau a voe livet er XVIvet kantved ha miret e Mirdi al Louvre e Paris, ma weler Gabrielle d'Estrées, a greder, da lavarout eo serc'h ar roue gall Herri IV a Vro-C'hall, o kibellat gant unan eus he c'hoarezed, an dugez a Villars.[1]

N'ouzer ket gant piv e voe livet an daolenn, war-dro 1594. En tu dehou emañ Gabrielle d'Estrées.

En o noazh emañ an div vaouez, hag evel ma oa ar c'hiz betek dibenn an XIXvet kantved (Gustave Courbet), ez eus kavet un abeg da guzhat moudenn ar maouezed. Anaout a reer Gabrielle diouzh he c'hoar :

  • abalamour d'ar walenn a zo ganti, roet dezhi evel prof ha prouenn a garantez gant ar roue, marteze e walenn-roue, an hini a voe roet dezhañ da zeiz e guruniñ ;
  • abalamour, a soñjer, ma kemenn evel-se eo brazez digant ar roue eus o bugel kentañ, César de Bourbon, ur bastard da Herri IV a voe ganet e miz Mezheven 1594 (pevar all a vo) peogwir :
    • emañ he c'hoar o sellout ha laezh zo ganti ;
    • ez eus ur vatezh oc'h ober stamm ;
    • ez eus un tantad en oaled, a zo arouez kof ar vamm.

Evit karantez ar roue hag e bried-kleiz a zo diskouezet gant al livadur ouzh ar voger a-dreñv hag ar walenn roueel.

Taolenn an dornioù kleiz eo : hini ar c'hoar o piñsat ar vronn, hini an dorn gwalennet, hini ar vatezh o wriat.

Ouzhpenn-se, war ar poltred en diadreñv e weler gaol un den en e noazh ivez. Kontet e vez emañ o terc'hel e galc'h en e zorn. E gwirionez ez eus un tamm lien ruz war e c'haol.

Film[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Rose-Marie ha Rainer Hagen, What Great Paintings Say levrenn 2, Taschen, 2002, ISBN 978-3-8228-1372-0