Gaahl

Eus Wikipedia
Gaahl

Kristian Eivind Espedal (ganet d'ar 7 a viz Eost 1975 e Sunnfjord, e Norvegia), anavezet gwell dre e anv arzour Gaahl, zo ur c'haner norvegian. Brudet eo hennezh evit bout bet levier ar strollad Black Metal norvegiat Gorgoroth. Abaoe m'en deus kuitaet Gorgoroth ez eo engouestlet e God Seed ha Wardruna.

Mennozhioù ha buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anzavet, pe disklêriet kentoc'h, en deus bout heñvelreviad, ar pezh a zo gwelet fall-tre e bedig ar BM. Tamallet eo bet dezhañ un toullad bloavezhioù zo bout jahinet un den (klasket en dije lakaat ar paotr da evañ e wad dezhañ).

Daoust d'ar skeudennerezh satanek implijet gantañ war al leurenn ha d'e vennozhioù enepgristen e nac'h Gaahl bout satanour, hogen pagan (ur ispilhenn Mjölnir, morzhol brezel an doue Thor, a vez alies en e gerc'henn) ha dedennet gant chamaniezh Hanternoz Europa. Un teskanv evit ar run Hagal eo marteze e anv arzour.