GURPS Discworld

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Golo amerikan GURPS Discworld, treset gant Paul Kidby

GURPS Discworld a zo ur c'hoari-roll diazezet war istorioù ar c'hant-bed (saozneg Discworld), skrivet gant Terry Pratchett, ur skrivagner saoznek. Implijout a reont reolennoù GURPS.

Istor[kemmañ]

Ar c'hoari-roll GURPS Discworld a zo bet savet gant Phil Masters. Kemer a ra plas war an Discworld, ijinet gant Terry Pratchett. Ar sistem c'hoari n'eo ket bet ijinet evit al levr-mañ. Implijout a ra GURPS[1], krouet gant Steve Jackson, hag en deus ivez embannet al levr. Ar sistem n’eo ket GURPS evel ma vez kavet el levrioù GURPS ofisiel, simplaet eo (met n’eo ket GURPS lite kennebeut), ha kemmet eo bet evit gallout e implijout e-barzh bed ar c'hant-bed.

An levr e-unan a zo bet skrivet gant Phil Masters ha Terry Pratchett. Ar golo hag ar skeudennoù a zo bet savet gant Paul Kidby. Deuet eo er-maez evit ar wech gentañ e 1998. Ar c'hoari kentañ e oa a implije un doare GURPS lite, da lavaret eo ne oa ket ezhomm kaout ar reolennoù diazez[2] evit c'hoari gantañ.

E 2001 e oa bet krouet GURPS Discworld Also hag a oa un ouzhpennadenn d'ar c'hoari orin. Ur bloavezh war-lerc'h, e 2002, e oa bet adembannnet GURPS discworld met er wech-mañ gant reolennoù ar sistem GURPS lite ennañ, ur "stand-alone" e oa.

E 2009 eo deuet er maez un embannadur e galleg, troet gant Tristan Lhomme ha kenembannet gant Edge Entertainement. Dasparzhet eo e Bro-C'hall gant Millenium games.

Al levr a zegas leun a ditouroù diwar-benn ar c'hant-bed. Ur seurt holloueziadur diwar-benn an Discworld eo ivez, memes ma n'en deus ket al levr ar stumm hag an aozadur dleet evit bezañ unan.

Pe vefe sot an dud gant an Discworld, pe e vefe c'hoarierien c’hoarioù-roll plijet gant a beb seurt traoù, al levr-mañ a c'hell degas eus un tu kement eget d'un tu all : un den ha na anavez ket ar c'hant-bed a c'hell e anavezout mat dre al levr-mañ, kement hag unan hag a anavez anezhañ met ne oar seurt diwar-benn ar c'hoarioù-roll a c’hell o dizoloiñ.

GURPS el levr[kemmañ]

Dafar boaz ar c'hoarierien c'hoarioù-rol: ur c'hreion, diñsoù hag ur folenn tudenn.

Ar 4re embannadur eus GURPS eo, hag a zo bet krouet e 2004. GURPS ne implij nemet 3 diñs gant 6 kostez, hag a vo anvet d6 evit komz eus un diñs, 2d6 evit komz eus 2 ziñs, 3d6 evit 3 etc. Posupl eo memestra, en ur ober kemmoù bihan, c'hoari gant un diñs gant 20 kostez ivez.

An tudennoù a zo dielfennet war spletoù, displetoù, barregezhioù hag azonoù (FO evit an nerzh, QI evit ar veiz, SA evit ar yec'hed, DX). E-penn kentañ e vez roet un niver a boentoù (etre 50 ha 100 peurliesañ) d’ar c’hoarierien hag a zispigno anezho e-barzh spletoù, barregezhioù hag azonoù. Er c’hontrol, an displetoù a roio poentoù ouzhpenn da zispignañ.

Evit an amprouennoù e vez bannet 3d6 hag an disoc’h a rank bezañ uheloc’h pe kevatal d’an azon a zere gant doare an amprouenn. Bonusoù pe malusoù a c'hell bezañ lakaet da dalvezout: evit lenn ul levr en ur yezh all e vo kemeret e kont ma vez ur varregezh evit lenn ar yezhoù estren hag a vo e stumm ur bonus pe ur malus war disoc’h an diñsoù hag e vo keñveriet gant QI ar c’hoarier.

An Discworld[kemmañ]

Ar bladenn bed a zo ur bed plaen harpet war gein 4 olifant hag a zo int war kein ur vaot. Tost eo aergelc'h an Discworld eus hini ar Grennamzer hag eus penn-kentañ an Azginivelezh.

Ur bed ispisial eo : ar vuhez a c’hell bezañ anezhi adalek ma 'z eus meiz ha fiñv. Bez ez eus ivez an hudouriezh hag a gemer ur plas pouezus er bed-mañ. Kementadoù hud a zo en aer, a-wechoù ez eus kement hag n'eus forzh piv, gant un nebeud ijin, a c'hell krouiñ traoù en ur soñjal hepken. A hend all e kemer an hudouriezh ur plas divent er bed. Ezhommoù sokial a vez krouet diwar an hudouriezh, evel traezoù (traezoù e "piorier savant" hag a zo ur stumm meiz ganto, traezoù en "octefer" hag a c'hell derc'hel ur c'hementad tost difin a hud enno, dour sec'h...), servijoù (renkañ un levraoueg disurzhiet gant an hud...), hag a pep seurt traoù all.

An hudouriezh a zo ur ouiziegezh kemmabl hag amfin, ar vevenn nemeti a zo hini an hudour. A wechoù e c'hell anadiñ boudoù dreist-naturel (evel an Ankou, pe ar boan benn war-lec'h ar riboul), hag a raio o labour gant doareoù ispisial (da skouer an avel en dilhad o sec'hiñ a zistago anezho evit bannañ anezho pelloc'h). Ma kred kalz a tud e seurt traoù e vez kemeret stumm un boud ganto (evel ar Boulom Nedeleg hag a zo gwirion abalamour d'an holl vugale o krediñ ennañ). Un tammig ar memes-tra eo gant an doueed: adalek ma'eus unan bennak o krediñ en un doue nevez e vo krouet an doue-se. Ar c'hontrol a c'hell c'hoarvezout ivez : ma ne vez den o krediñ en un doue ez aio hennezh da netra.

Ur pouez bras en deus Ankh-Morpork, kêr vrasañ ar c'hant-bed, en istorioù a dro holl en-dro dezhi mui-pe-vui. Ar "pistres" eo ar moneiz eno.


Hervez Pratchett ez eo krouet an Discworld diwar an teir reolenn-se :

  • nerzh ar vuhez
  • nerzh ar c'hredennoù hag an enkorfadurioù
  • al liammoù en istor gant traoù gwir

Setu ul listenn eus an traoù pouezus er c'hant-bed:

Spesadoù (hep al loened):

  • Mab-den
  • Korred
  • Trolled (hag a zo graet gant mein)
  • goblined (anvet ivez gnomed)
  • golemed

Meurvorioù:

  • Meurvor Widdershins
  • Meurvor Rim
  • Meurvor Turnwise

Kevandirioù:

  • Ramtops
  • Klatch
  • Impalaeriezh agatean
  • XXXX (GURPS Discworld ne gomz ket eus XXXX, kavet e vez an titouroù diwar e benn e-barzh an Discworld Also)

Kêriadennoù bras ha lec’hioù pouezus:

  • Ankh-Morpork
  • Lancre
  • Übervald
  • Corni Celesti (ur menez treut hag uhel, e lec'h ma vez an doueed o vevañ ouzh krec'h)
  • Krull (un enezenn war bord ar bladenn)
  • Skol-veur an diwel (skol-veur an hudourien, anavezet er bed a-bezh, berraet da UI)

Tudennoù pouezus en istor[kemmañ]

An tudennoù a zo ul lodenn vras eus ar c'harioù-rol dre-vras. Amañ, dre o ferzh farsus, e vezont pouezusoc'h c'hoazh. Setu amañ ul listenn gant ar re pouezusañ hag o deskrivadenn.

  • Cohen ar Barbar

Cohen a zo ul luadenn eus Conan ar Barbar. Buhez Chohen a zo eeun a-walc'h: brezeliñ, saveteiñ merc'hed ha rivinañ temploù. Cohen a zo anezhañ brasañ haroz (an harozed a zo tud ispisial war ar cc'hant-bed) an Discworld. E-barzh Les Tribulations d'un mage en Aurient e teu Cohen da vezañ impalaer an impalaeriezh agatean, dindan anv Gengis Cohen. Kozh eo bremañ met n'en deus ket kollet e nerzh: e barzh Le dernier Heros gant e strollad mignoned anvet "la horde d'argent" ez a Cohen da zichekal an doueed.

  • Deuxfleurs

Tourist kentañ ar c'hant-bed eo. Treut ha yaouank eo. A-drugarez dezhañ eo bet entanet Ankh-Morpork el levr gentañ, La huitième Couleur. Luadenn un tourist eus Bro-Japan eo. War e-lec'h e vale ur c'houfr meizek (graet gant prenn "perenn ouiziek") gant ur bern treid hag ur genoù, hag a zo ur seurt loen doñv a warez anezhañ.

  • Rincevent

Un hudour fall eo Rincevent: memes ma 'z eo bet en skol-veur an diwel n'eo ket gouest da deurel strobinell ebet. Pa oa war e studioù er skol-veur en doa digoret an In Octavo, levr hudouriezh galloudusañ ar bed, hag unan eus ar strobinelloù a zo deuet e-barzh e empenn. Barrek eo memestra da gomz n'eus forzh peseurt yezh.

  • Mustrum Ridculle

Arkikañseler an UI eo. Postek eo an den ha torr-penn dreist-holl.

Ankh-Morpork[kemmañ]

Ankh-Morpork a zo unvaniezh kêrioù Ankh ha Morpork, dispartiet en deroù gant ar stêr Ankh. bez ez eus tro-dro 1 000 000 den o vevañ e-barz. Ankh-Morpork a zo renet gant ar Patrikian Havelock Veterini hag gant ur strollad gildoù. Bez ez eus ur milis ha soudarded oc'h ober war-dro ar gêr. Brudet eo Ankh-Morpork evit skol-veur an diwel. Hudourien a bep lec'h a zeu amañ just evit studiañ enni. Brudet eo ivez evit e c'hwezh kreñv. En Ankh-Morpork ez eus ivez ur bern aozadurioù evel gild an drouklazherien, gild al laeron, gild ar re baour, gild ar sonerien, gild ar veleien... Frazenn-stur Ankh-Morpork eo "Quanti canicula ille in fenestra", hag a dalvez "pegement e koust ar c'hiig-mañ er prenestr".

Degasadennoù all[kemmañ]

Setu ul listenn hag a stroll un nebeud traoù dedennus da c'hallout pinvidikaat ar c'hoari:

  • Le nouveau Vade Mecum (e galleg, l'Atalante)
  • GURPS Core Rules (e saozneg, SJgames)
  • Discworld mapp (e galleg, l'Atalante)
  • GURPS Discworld Also (e saozneg, SJ games)
  • Discworld Figurines (Edgeent)

Liammoù[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Generic Universal Role Playing System da lâret eo reizhiad c'hoari roll hollek
  2. Core rules (ul levr o tisplegañ ar reolennoù)