GI
Eus Wikipedia
GI (pe G.I.) a dalveze da envel ur soudard eus an arme amerikan. Diwar Galvanized Iron eo bet savet an dro-lavar-se, da lavaret eo ar boestoù houarn a oa ganto. Implijet e vez ivez da envel dafar ar soudarded-se ( boestoù houarn a oa ganto). Berzh a reas an dro-lavar-se da vare an Eil Brezel Bed pa voe kaset kalz anezho en Europa. Implijet e voe kalz gant siviled ha kazetennerien (da vare Brezel Korea da skouer), met ket e diabarzh an arme. Tud zo a soñj e talvez Government Issue pe c'hoazh General Infantry, ar pezh a zo faos.