Fulvio Pellegrino Morato

Eus Wikipedia

Fulvio Pellegrino Morato, pe Moreto pe Moretto, ganet e Mantova war-dro 1483, ha marvet e Ferrara e 1548, a oa ul lenneg italian eus deroù ar XVIvet kantved.

Dimezet e oa da Lucrezia Gozzi, ha tad e oa da Olimpia Fulvia Morata, lennegez a-bouez.

Pedet e voe da vont da gelenn d'ar Scuola Pubblica di Vicenza, hag ur gador gelenner en doe eno etre 1532 ha 1539. Troet e oa gant ar brotestantiezh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar Rimario di tutte le cadentie di Dante e Petrarca, 1528. Kentañ rimario, geriadur klotennoù italianek.