Felipe V

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fulup V (Spagn))
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Fulup, Dug Anjev, a deuas da vezañ Felipe V, Roue Spagn.
Felipe V de Borbón, Dug Anjev

Fulup V, pe Felipe V e spagnoleg (Versailhez 1683 – Madrid 1746), a oa ur priñs gall, Philippe de France e anv gallek, mab-bihan d'ar roue gall Loeiz XIV, hag a deuas da vezañ roue Spagn hag an Indez da varv Carlos II .

E vuhez[kemmañ]

Eil mab Louis de France, lesanvet « le Grand Dauphin » (an Daofin Meur) e oa, ha mab-bihan d'ar roue Loeiz XIV ha d'e bried Maria Tereza Spagn, infantez Spagn. Dug Anjev e oa. Lakaet e voe war gador-roue Spagn goude Brezel Hêrezh Spagn‎, war-lerc'h Carlos II, an diwezhañ roue Habsburg. Kentañ roue Bourbon e voe, ha ren a reas ouzhpenn 45 bloaz.

Dimezioù[kemmañ]

Div wech e timezas:

Bugale[kemmañ]

Pevar bugel o doe Felipe ha María Luisa Gabriela de Saboya, ha daou anezhe a renas e Spagn:

  • Luis Iañ (1707-1724), roue Spagn e 1724, eus Genver da Eost.
  • Felipe (1709 – 1709), marvet en e sizhun gentañ.
  • Felipe Pedro (1712 – 1719), marvet da 7 vloaz.
  • Fernando VI (1713 – 1759), roue Spagn.

Seizh bugel o doe Felipe hag Elisabetta Farnese , hag o mab henañ a renas e Spagn :