Fulup III Navarra

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fulup III Navarra.

Fulup, kont Evreux (1306 – 1343), a oa ur priñs gall, hag a zeuas da vezañ Fulup III, roue Navarra (de jure uxoris), pa voe anvet e bried, Janed, da Rouanez Navarra e 1328.

Mab e oa da Louis de France, ur c'henderv da Loeiz X (Bro-C'hall), kont Évreux, ha da Marc'harid Artez. E bried a oa nizez d'ar roue gall Loeiz X

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

E Mezheven 1318 e oa bet dimezet Fulup da Janed, 7 vloaz.

Eizh bugel o doe:

E varv[kemmañ]

Brezeliñ a reas evit ar Reconquista, skoaz-ouzh-skoaz gant ar roue Alfonso XI Kastilha da-enep Rouantelezh Granada. perzh a gemeras e seziz Algeciras (1343), ha gloazet e voe d'ar marv er memes bloavezh en Jerez de la Frontera.