Fullmetal Alchemist

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Fullmetal Alchemist (鋼の錬金術師, Hagane no Renkinjutsushi, ez lennegel, "Alkimiour dir"), a zo ur manga Japanat skrivet ha treset gant Hiromu Arakawa. Bed Fulmetal Alchemist a zo dammheñvel ouzh hini an dispac'h greantel. Lakaet en un endro falataziek lec'h m'eo an alkimiezh unan eus ar skiantoù dioroetañ, an istor a heuil ar vreudeur Edward hag Alphonse Elric, c'hoant ganto adkempenn o c'horfoù goude ar c'hwitadenn drastus a zo bet p'o deus klasket adlakaat da vev o mamm dre alkimiezh.

Ar manga a oa embannet e Monthly Shonen Gangan gant Square Enix (adalek miz Eost 2001 betek miz Even 2010) hag e 25 levr tankōbon. Savet ez eus bet un heulienn tresadenn-bev 51 lodenn gant Bones adalek ar 4 a viz Here 2003 betek an 2 a viz Here 2004, hag heuliet gant ur film o echuiñ istor an tresadenn-bev : Conqueror of Shamballa. Un eil heulienn a zo bet krouet anvet Fullmetal Alchemist: Brotherhood, a voe skignet evit ar wech kentañ e Japan d'ar 5 a viz Ebrel 2009. Ur bern produioù a-eil a zo krouet ivez evel levrioù, c'hoarioù-video, tudennigoù pe kartennoù c'hoari.