Fuck

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
"Ne 'm eus ket ezhom a rev,
bemdez e vezan fouzhet gant ma gouarnamant"
Diskeladeg e Slovenia, 09/03/2013

Fuck zo ur verb gros e luc'haj saoznek a glot gant ar verb brezhonek dizoare fouzhañ.[1] Un anv-kadarn eo ivez, par d'ar brezhoneg "fouzh". En tu all d'an darempredoù reizhel e vez implijet evit ezteuler meur a emzalc'h er vuhez kevredigezhel.
Abaoe 1495-1505 ez eo testeniekaet er skridoù saoznek.[2][3]

Gerdarzh[kemmañ]

Poznań, 26/04/2012

Diasur eo gerdarzh fuck ; hep mar avat ez eo kar da c'herioù germanek dezho ar sterioù "skeiñ", "taravat" hag "orgediñ"[2]. Kar eo ivez sur a-walc'h d'ar c'hrenn-nederlandeg fokken "sikañ" ha d'ar svedeg rannyezhel fokka "orgediñ", "skeiñ", eus fokk "kalc'h".[3]

Betek nevez zo ez eo bet diaes kavout roudoù skrivet eus ar ger fuck rak en abeg d'e zizereadegezh e oa bet lezet a-gostez gant kendastumerion al lizherenn "F" evit an Oxford English Dictionary e 1893-1897. En eil embannadur (1989) e kaver ar stumm fukkit, testeniekaet e 1503 ; e 1535 e voe skrivet ar stumm fuck er varzhoneg Ane Stayre of the Thrie Estaits gant Sir David Lyndesay :

Bischops ... may fuck thair fill and be vnmaryit
"An eskibien a c'hall orgediñ kement ha ma fell dezho ha bout dizimez".

Hep mar ez eo ar ger fuck koshoc'h a-galz eget an testenioù-se, nemet ne veze ket skrivet en doare teulioù hensaoznek ha krennsaoznek a zo deuet betek ennomp ; e 1278 e kaver roud eus un den anvet "John le Fucker", met ur ster disheñvel diouzh "orgediñ" e oa d'an anv-se marteze : fike / fyke "difretañ" zo bet kinniget ; "Yann Zifreter" e vije bet an den neuze, n'eo ket "Yann Fouzher".[4]

Dre ziouer a zitouroù diarvar ez eus bet ur c'henasant evit lakaat ar ger skrivet fuccant da zesteni kentañ ar ger fuck.
En ur varzhoneg latin ha saoznek kemmesket bet skrivet e dibenn ar XVvet kantved emañ ; dindan an talbenn Flen, flyys, gerioù kentañ ar werzenn gentañ Flen, flyys and freris "C'hwen, kelion ha breudeur", e ra goap eus breudeur Karmez Cambridge.
Kuzhet eo ar ger fuck er werzenn

non sunt in coeli, quia gxddbov xxkxzt pg ifmk

Dirinegañ gxddbov xxkxzt pg ifmk a ranker ober, dre erlerc'hiañ pep lizherenn ouzh an hini gent e lizherenneg saozneg ar mare, ar pezh a ro

non sunt in coeli, quia fuccant uuivys of heli
"N'emaint ket en neñv, abalamour ma fouzhont maouezed Ely"

Ur gêr e Cambridgeshire eo Ely ; saozneg latinaet eo fuccant ; kement ha wives "gwragez" e talvez uuivys, pa oa kenster "gwreg" ha "maouez" e krennsaozneg. Rineget e oa bet ar werzenn en abeg ma tamalle da vreudeur Cambridge terriñ o gouestl a werc'hded.

Gwrizioù koshoc'h[kemmañ]

Germanek[kemmañ]

Kenster gant fuck eo an alamaneg ficken "orgediñ", ha kar ivez d'ar gerioù nederlandek ha svedek bet meneget amañ a-uc'h, ar pezh a ampleg ur wrizienn c'hermanek voutin fuk– a gasfe da unan indezeuropek *pug– "skeiñ" a gaver el latin pugno "stourm a ran" hag er gresianeg pugmê "meilh-dorn", alese ar galleg poing da skouer.
Dre lezenn Grimm e vefe pug– troet da fuk–.

Un hent all zo dre an henc'hermaneg uhel pfluog "arat", a zo bet kinniget gant ar bredoniour suis Carl Jung (1875-1961), en e levr "Bredoniezh an diemouez" ma studias "c'hoari kentidik ar gerioù" ha ma prouas e oa an arar un arouez kastrel.[5]

Latin ha gresianek[kemmañ]

Hervez lod yezhoniourion e vije fuck kar d'al luc'haj gallek foutre "fouzhañ" dre al latin poblek futuere "fouzhañ" en deus roet gerioù kar en holl yezhoù deveret eus al latin, en o zouez : katalaneg fotre, galizeg foder, italianeg fottere, okitaneg fotre, portugaleg foder, roumaneg fute, sardeg fútere, spagnoleg joder. N'eus hent anat ebet avat.

Orin faltazius[kemmañ]

Dre ma n'eus hogosik roud ebet eus ar ger fuck er skridoù, ha dre ma vez implijet ar ger en un doare kalz ledanoc'h dre gomz eget dre skrid, ez eus bet ijinet orinoù faltazius dezhañ, hini ebet anezho avat o vout bet enrollet kent ar bloavezhioù 1960.[6] Setu amañ an tri doare anavezetañ :

  • ur gwreskanv e vije, a dalvezje kement ha For Unlawful Carnal Knowledge "En abeg da anaoudegezh dilezenn dre ar c'hig", a vije bet engravet war karkan ar c'houbladoù avoultr ;
  • ur gwreskanv arall e vije, Forbiddenn Use of Carnal Knowledge "Implij berzet eus an anaoudegezh dre ar c'hig", a vije enrollet gant ar gloer a-zivout ar c'houbladoù avoultr bepred ;
  • un trede gwreskanv e vije, Fornicating Under Consent of King "O c'hastaouiñ gant asant ar roue", an aotre o vout roet da goubladoù a felle dezho kaout bugale e-kerzh an darreuziad bosenn werblus a voe en Europa er bloavezhioù 1348-1350.

Hini ebet eus an orinoù-se ne c'hall bout gwir, rak kalz koshoc'h eo ar ger fuck.

Arver[kemmañ]

"Fouzhit al lezenn - Skwatit ar bed"
Kopenhagen, 01/05/2007

Adal kreiz an XIXvet kantved ez eo stabil implij ar ger fuck.[7] "Fouzhañ" eo ar ster kentañ, met aliesoc'h e talvez da estlammadenn, da sakreadenn, da greñvaat eztaoladenn santad pe santad.

Ster kentañ[kemmañ]

Hudur eo ar ger fuck dre vras, daoust ma n'ouzer ket ha hudur eo bet a-viskoazh – mar n'eo ket bet, den ne oar perak e vije deuet da vout, na perak e vez implijet evit deskrivañ doareoù pe tud.
Diseven-kenañ eo ar ger en darn vrasañ eus ar bed saoznek : an trede ger hudur eo eno, goude motherfucker "fouzher e vamm" ha, dreist-holl, cunt "kont" (kourzh)[8] Berzet e vez er media, hogen aliesoc'h-aliesañ e vez klevet enno en abeg ma koll e berzh hudur tamm-ha-tamm.[9] Er film stadunanat The Wolf of Wall Street gant Martin Scorsese (2013) e klever ar ger 569 gwech.

Alies e vez troet diwar ar verz dre lavaret the F word "Ar ger F" pe skrivañ F—, dres evel ma vez skrivet sh*t evit shit "kaoc'h" pe m... evit merde (kaoc'h) e galleg.

"Fouzhañ" eo ster ar verb to fuck, "fouzhadenn" hini an anv-kadarn fuck.

Dre skeudenn-lavar[kemmañ]

Seul boblekoc'h ur ger, seul ledanoc'h e sterva alies. Bez' e c'hall fuck bout implijet en e unan evel un estlamadell (Fuck!) evit ezteuler santadoù kel liesdoare hag aon, poan, kerse, heug, kounnar, souezh, trid, ha kement from a zo. En abeg da nerzh dizereadegezh ar ger e vez arveret en degouezhioù-se.
An hevelep abeg zo da implij ar stummoù the fuck ha fucking / fuckin' e korf ul lavarenn ; kreñvaat a ra ar bomm hep degas kemm all ennañ, evel en div skouer-mañ :

What the fuck are you doing? "Petra (an diaoul) emaoc'h oc'h ober ?"
I'm fucking proud of you guys! "Lorc'h zo ennon ganeoc'h, truchoned !"

Fucker "fouzher" a dalvez alies kement ha "paotr", "mignon", "truchon", hep ster revel ebet, pa gomzer war-eeun d'an den ; disprizius eo pa gomzer eus un den all ; kement ha "tra" e talvez ivez.

Fucked "fouzhet" zo kenster ha "foeltret", evel ar galleg foutu.

Gouest eo forzh pe saozneger kounnaret ha dipitet, goude bout lezet un dra bennak da gouezhañ ha da derriñ, da zistagañ :

Fuck! The fuckin' fucker's fucked!
"Mallozh ! Foeltret ar c'hast a dra !"

Tmesis[kemmañ]

Dre dmesis e ra ar saozneg alies evit reoliañ lusk ur bomm ; gwanaat hudurniezh ar ger a ra an tmesis, betek e dreiñ da zereat, evel en This is in-fuckin'-credible! "Digredus eo !".
Motherfucking a glever ivez, da reiñ brasoc'h c'hoazh a nerzh d'ar bomm.

Troiennoù[kemmañ]

Dizereat eo an troiennoù a zo listennet amañ.

Breizh-Veur
  • Like fuck! "Ma revr !"
  • Fuck it ! pe Fuck me ! "Chaous !"
  • I know fuck-all about it "N'ouzon foeltr tra ebet diwar-benn se"
  • To fuck about pe to fuck around "Alkaniñ"
To fuck about/around with something "Malordiñ un dra bennak"
  • To fuck off "Skarzhañ kuit eus ul lec'h bennak"
Fuck off! "Skarzhit ac'halenn ! Kae da gac'hat! "
  • Fuckwit "Skrab-e-doull"
Stadoù-Unanet Amerika (ouzhpenn ar sterioù breizhveurat)
  • I don't give a fuck "Foeltr forzh ne ran"
  • You dumb fuck! "Beulke ac'hanoc'h !"
  • To fuck around "Bout friol"
  • To fuck off "Koll amzer"
  • To fuck up "Moc'hañ ul labour"
  • Fuck it / you up! "Mallozh ! / Mallozh deoc'h !"

Notennoù[kemmañ]

  1. Geriadur Brezhoneg an Here, An Here, 2001, p. 491-a, ISBN 978-2-86843-236-0
  2. 2,0 2,1 Oxford English Dictionary (eil embannadur, 1989), Clarendon Press, ISBN 978-0-19-861186-8 (en)
  3. 3,0 3,1 Random House Webster's College Dictionary (eil embannadur, 2001), Random House, ISBN 978-0-375-42561-5 (en)
  4. Carl Darling Buck (1949), A Dictionary of Selected Synonyms in the Principal Indo-European Languages – A Contribution to the History of Ideas, University Of Chicago Press (1988), ISBN 978-0-226-07937-0 (en)
  5. Carl Gustav Jung (1912), Symbols of Transformation – A Complete Revision of Psychology of the Unconscious, Princeton University Press, 1977, ISBN 978-0-691-01815-7 (en)
    Psychology od the UnconsciousPsychologie de l'inconscient, Livre de Poche, 1996, ISBN 978-2-253-90442-7 (fr)
  6. Jesse Sheidlower (1999), The F-word, Faber & Faber, ISBN 978-0-571-19730-9 (en)
  7. Melissa Mohr (2013), Holy Sh*t – A History of the English Language in Four Letters, Oxford University Press, ISBN 978-0199742677 0 (en)
  8. Andrea Millwood-Hargrave 2000, Delete expletive?, Ligali.org (en)
  9. Brian Christian (2011), The Most Human Human: What Artificial Intelligence Teaches Us About Being Alive, Penguin, ISBN 978-0-670-92080-8 (en)

Liamm diavaez[kemmañ]