Frikorneg gloanek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
† Frikorneg gloanek
Wooly rhinoceros.jpg
Frikorneg gloanek
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Bronneg
Urzhiad : Perissodactyla
Kerentiad : Rhinocerotidae
Genad : Coelodonta
Anv skiantel
Coelodonta antiquitatis
Blumenbach (1807)
Pelec'h e veze kavet
Eurazia
Prantad
Pleistosen
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png
Frikorneg gloanek

Ar frikorneg gloanek (Coelodonta antiquitatis) a zo ur spesad frikorneged aet da get bremañ hag a oa o vevañ betek e-kerzh marevezh ar skorn diwezhañ. O vevañ e oa e stepennoù norzh Eurazia tra ma veve ar Frikorneg ramz, kar dezhañ, e toleadoù klouaroc’h ar su.


Tapout a rae betek 3,5 m pe war-dro. Daou gorn en devoa war e fri, an hini izelañ a oa kalz hiroc’h (1 m) eget an hini uhelañ. E gorn plat a servije dezhañ da gas kuit an erc’h diwar ar geot a-benn debriñ anezho. Blev hir en devoa ha tev-mat e oa e feur evit gallout talañ ouzh yenien vras an amzerioù-hont. Bihan oa e zivskouarn, berr ha tev e dreid hag ur c’horf postek a oa dezhañ.

Chaseet e veze gant tud an amzerioù-hont ha gwelet e vez skeudennet er c’hevioù alies.
An hiniennoù diwezhañ a zo marvet war-dro 8.000 bloaz a-raok J.-K. e Siberia. Ur c'har tost dezhañ, frikorneg Sumatra (Dicerorhinus sumatrensis), a vev e gevred Azia met en arvar bras emañ.