Friederike von Mecklenburg-Strelitz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Friederike Mecklenburg-Strelitz, poltredet gant Johann Friedrich August Tischbein e 1796
An div c'hoar, Friederike ha Luise. Delwenn gant Johann Gottfried Schadow, anvet a-wechoù Prinzessinnengruppe.

Friederike von Mecklenburg-Strelitz (1778-1841), a oa ur briñsez alaman, eus dugelezh Mecklenburg-Strelitz, a zeuas da vout rouanez Hannover goude dimeziñ da Ernst August Iañ Hannover.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e 1778. Merc'h e oa da Karl II Mecklenburg-Strelitz, priñs pennhêr dugelezh Mecklemburg-Strelitz, letanant jeneral Hannover, ha da Friederike von Hessen-Darmstadt (1752–1782). C'hoar e oa eta:

Brudet e oa kened ar peder c'hoar.

Dimezioù[kemmañ]

Teir gwech e timezas Friederike.

  1. Da gentañ d'he breur-kaer, ar priñs Friedrich Ludwig Karl Prusia (1773-1796), eil mab ha trede bugel Friedrich Wilhelm II Prusia ha Friederike Luise von Hessen-Darmstadt, breur da Friedrich Wilhelm III Prusia, roue Prusia ha pried d'he c'hoar Luise von Mecklenburg-Strelitz.
  2. Pa intañvezas ec'h addimezas d'ar priñs Friedrich von Solms-Braunfels (1770-1814) .
  3. Intañvez adarre en 1814, ec'h addimezas en 1815 d'he c'henderv Ernst August Iañ Hannover, anezhañ pempet mab hag eizhvet bugel ar roue saoz George III hag ar rouanez Charlotte von Mecklenburg-Strelitz.


He bugale[kemmañ]

Gant Friedrich Ludwig Karl Prusia,

Gant Friedrich Wilhelm zu Solms-Braunfels:

  • ur verc'h (1799–1799)
  • ur bugel dianav (ganet hag aet da anaon e 1800)
  • ur bugel dianav (ganet hag aet da anaon e 1800)
  • Friedrich Wilhelm Heinrich (1801–1868); dimezet e 1831 da Maria Anna, kontez Kinsky;
  • Sophie (1803–1803)
  • Auguste Luise (1804–1865) ; dimezet e 1827 d'ar Priñs Albert von Schwarzburg-Rudolstadt (ab 1867 Fürst)
  • Alexander Friedrich Ludwig (1807–1867) ; dimezet e 1863 da Luise von Landsberg-Velen
  • Friedrich Wilhelm Karl (1812–1875); dimezet div wech:
    • etre 1834 ha 1841 e oa pried morganatek Louise Beyrich
    • e 1845 e timezas da Sophie zu Löwenstein-Wertheim-Rosenberg

Gant Ernst August, roue Hannover: