Friederike Luise Prusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Friederike Luise von Preußen

Friederike Luise, pe Friederike Luise von Preußen hervez hec'h anv alamanek (1714–1784), a oa ur briñsez eus Prusia, c'hoar da Frederig II Prusia.

Merc'h e oa da Frederig Gwilherm Iañ Prusia ha da Sophie Dorothea von Hannover, hag unan eus o dek bugel chomet bev. C'hoar e oa eta da Frederig II Prusia.

Dimezet e oa da Karl Wilhelm Friedrich von Brandenburg-Ansbach.