Friederike Dorothea von Baden

Eus Wikipedia
Friederike Dorothea von Baden.
Gustav IV ha Friederike

Friederike Dorothea Baden, pe Friederike Dorothea von Baden en alamaneg (1781-1826), a oa ur briñsez alaman deuet da vezañ rouanez Sveden ha Finland, eus 1797 da 1809.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Karlsruhe d'an 12 a viz Meurzh 1781. Merc'h e oa da Karl Ludwig von Baden ha da Amalie von Hessen-Darmstadt, ha c'hoar da Luise Augusta von Baden, pried d'an tsar Alesant Iañ Rusia.

Eurediñ a reas d'an 31 a viz Here 1797, e Stockholm, da Gustav IV Adolf , roue Sveden ha Finland. Aozet e oa bet an eured gant he fried, dre ma oa c'hoar da impalaerez Rusia, peogwir e kave dezhañ e oa un doare emglev gant Rusia, petra bennak ma en devoa nac'het dimeziñ a-raok d'an dugez-veur Alexandra Pavlovna Rusia na falveze ket dezhi kemmañ he relijion, ha d'an dugez Louise-Charlotte von Mecklemburg-Schwerin, ha ne oa ket gwall vrav, hervez a oa bet kontet dezhañ.
Kontet eo ar priedoù da vezañ bet evurus an eil gant egile. Met ne oa-hi ket troet kement hag he fried gant ar c'hoari daou. Eñ a blije dezhañ chom e kambr e wreg da c'hoari koukoug ganti, hag ur wech o doa ranket kannaded ar Breujoù mont d'e zirenkañ p'edo e-kreiz un abadenn ken o devoa pedet anezhañ da vont da welout e serc'h gant aon e skuizhje yec'hed ar rouanez.

Displijet-bras e oa bet ar rouanez gant doareoù laosk lez Sveden, ha lavarout a reas d'he ziegezh nevez e oa souezhet o welout e oa «  ur serc'h da bep hini  » hag o klevout e oa troet he c'hoar-gaer, an dugez Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp, gant merc'hed koulz ha gant gwazed.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp bugel he doe :

Dizimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizimeziñ a reas e 1812.

En he raok:
Sofia Magdalena Danmark
Rouanezed Sveden

Friederike Dorothea von Baden

(1766-1792)

War he lerc'h:
Hedvig Elisabet Charlotta av Holstein-Gottorp

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]