Frederig Danmark (1753-1805)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar priñs Frederig

Ar priñs Frederig Danmark (ganet d'an 11 a viz Here 1753 e Kopenhagen, marvet d'ar 7 a viz Kerzu 1805 e Kopenhagen ivez) a oa mab d'ar roue Frederig V Danmark ha d'e eil pried Juliane von Braunschweig-Wolfenbüttel.

Eñ e oa ar mab nemetañ a chomas bev eus unaniezh Frederig V gant e eil pried. Nammet e oa.

Poltred ar rouanez Juliana Maria, mamm ar priñs Frederig, gant Vigilius Eriksen (1722-1782)

Pa varvas ar roue Frederig V Danmark en 1766, e voe anvet e vab Christian VII da roue. Met barradoù follentez en deveze ar roue yaouank. E gwirionez edo ar galloud adalek 1770 entre daouarn ar rouanez nevez Caroline Mathilde von Hannover hag he fried-kleiz Johann Friedrich Struensee, medisin ar roue. Levezonet e oa o folitikerezh gant mennozhioù ar frankizouriezh, ma savas an noblañsed en o enep. Juliana Maria a gemeras perzh en 1772 en taol-stad a ziskaras Struensee hag a harluas Carolina Matilda hag a lakaas envel he mab, ar priñs Frederig, da rejant, hogen etre daouarn e vamm e chomas ar galloud. Ur gouarnamant a-du gant ar gwashañ mirourien e voe hini ar rejantez hag he ministr Ove Høegh-Guldberg.

Hogen ur Frederig all a oa o c'hortoz e dro. Frederig ivez e oa anv mab ar roue foll, ha hennezh a dennas ar galloud diganto pa gemeras ar rejañs en 1784, da 16 vloaz. Ren a reas ar vro neuze e-lec'h e dad Christian VII, hag anvet e voe da roue goude marv e dad.

Goude an taol-stad e chomas ar priñs Frederig Danmark hep levezon el lez. Met mab ebet ne chomas bev d'e hanterniz roue, setu ma c'hallje bezañ bet anvet da ren adarre war lerc'h ar roue. E vab Christian VIII (1786-1848) avat an hini a renas war-lerc'h [Frederig VI|Frederig]].

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimeziñ a reas e 1774 da Sophie Friederike von Mecklenburg (1758-1794). Meur a vugel o devoe, hag en o zouez :

E varv[kemmañ]

Goude tan-gwall palez Christiansborg Palace e 1794 ez eas ar priñs Frederig da chom da balez Amalienborg gant e diegezh. Sophie Frederike a varvas er bloaz-se en-eeun, ur pennadig war-lerc'h o dilojadeg. Frederig a vevas 11 vloaz c'hoazh, ken na varvas en Amalienborg d'ar 7 a viz Kerzu 1805.