Frau Holle

Eus Wikipedia
Frau Holle, hervez H. Vogel.
Frau Holle, hervez Otto Ubbelohde.
Frau Holle en Efteling

Frau Holle, pe An Itron Holle, zo unan eus kontadennoù ar vreudeur Grimm, hag a oa en embannadur kentañ e 1812, daskemmet en embannadur 1857. An anv roet d'ar vaouez vojennel a ra an erc'h er broioù alamanek eo.

Ar gontadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur plac'hig a vez graet vil dezhi gant he lezvamm ha ne gar nemet he merc'h. Pa gouezh gwerzhid ar plac'h er feunteun eo ken spontet o soñjal e vo krozet ma lamm en dour ar feunteun. Er goueled e kav an itron Holle, ur gozhiadez hir he dent, a zo o chom us d'ar c'houmoul. Labourat a ra ar plac'hig eviti, adober a ra he gwele ha hejañ ar golc'hedoù ma kouezh ar pluñv evel erc'h war an douar.
Ur pennad goude, setu ar plac'h o c'houlenn distreiñ d'ar gêr, ha goloet eo gant ur glav aour evit he zrugarekaat eus al labour he deus graet. Pa erru er gêr eo degemeret mat abalamour d'an aour. Fellout a ra d'he lezvamm kas he merc'h ivez da gerc'hat aour. Met ar plac'h lezirek ne ra ket mat he labour, ha displijout a ra da Frau Holle. Peg-du a chomo stag outi abalamour da se.

Displegadenn gevredigezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er gontadenn e kaver ur gevredigezh a wechall ma timeze ar merc'hed (al lezvamm) d'un den koshoc'h egeto, bet dimezet a-raok hag intañvet, ha pa varve an tad e save bec'h etre ar vugale eus an dimeziñ kentañ ha re an eil. Disheñvel eo amañ poltred an div hanterc'hoar, unan koant ha kalonek, eben vil ha lezirek.

Enoret eo ar plac'hig kalonek e-skoaz he c'hoar lezirek.

Doueez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Efteling[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E park diduamant Efteling e vez Frau Holle oc'h ober erc'h.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]