Franz Müntefering

Eus Wikipedia

Franz Müntefering (distaget [fʁants ˈmʏntəˌfeʁɪŋ] en alamaneg) (ganet d'ar 16 a viz Genver 1940) zo ur politikour alaman. E penn ar Strollad sokial-demokrat Alamagn (SPD) e oa etre an 18 a viz Here 2008 hag an 13 a viz Du 2009, evel ma oa bet dija etre 2004 ha 2005. Bet e oa Ministr al Labour hag an Aferioù sokial, kenkoulz ha bes-kañseller, etre 2005 ha 2007.