Frankia ar C'hornôg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Francia Occidentalis
Frankia ar C'hornôg
Flag
843 – 987 Flag
Location of Frankia ar C'hornôg
Kêr-benn Pariz
Yezh(où) Latin
Gouarnamant monarkiezh
Istor
 - Feur-skrid Verdun 843
 - Diskarr tierniezh ar garolindi 987
Feuremglev Verdun e 843. Hervez an dud a ra ar gartenn ne vez ket livet heñvel douar Breizh

Frankia ar C'hornôg eo anv ar rouantelezh roet da Karl Voal (840-877) pa voe rannet Impalaeriezh e dad-kozh Karl Veur e 843, hervez feur-emglev Verdun.

En douaroù Frankia ar C'hornôg e oa Neustria gozh, Akitania gozh ar Romaned, ha hanternoz Bourgogn: komz a reer hiziv eus Bro-C'hall ar peder stêr-veur.

Frankia nemeti e vo, rak adal an Xvet kantved e vo graet Germania eus Frankia ar Reter, a deuio da vout an Impalaeriezh Santel Roman German.

Dont a raio Frankia ("Francia") da vout "France", pe Rouantelezh ar Franked, un anv a gaver en alamaneg pa vez lavaret Frankreich. Tamm ha tamm e teuy da vout Île-de-France, domani Roue ar Franked, ha netra ken.

Met ret e vo gortoz amzer ar roue Fulup II an Aogust, e dibenn an XIIvet kantved, evit ma vo kaoz eus roue Bro-C'hall.

Pennadoù kar[kemmañ]