Frankfurter Allgemeine Zeitung

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Frankfurter Allgemeine Zeitung, (pe FAZ) a zo ur gazetenn bemdeziek alaman a zo bet krouet e 1949, ha diazezet eo e Frankfurt am Main. Unan eus an teir c'hazetenn bouezusañ en Alamagn eo (an div all o vezañ Süddeutsche Zeitung ha Die Welt). Ar gazetenn alaman skignet ar muiañ ed bed eo : skignet e vez e 148 bro (tro 1 milion a lennerien bemdez). Da Sul e vez embannet ivez, dindan an titl Frankfurter Allgemeine Sonntagszeitung. Ur stumm elektronek a gaver ivez war internet. 366,844 skouerenn a vez gwerzhet bemdez.[1]

Linenn stur[kemmañ]

Distag diouzh ar strolladoù politikel eo ar gazetenn, dre vras e lavarer memestra ez eo mirour ha frankizour. Ur rouedad kenskriverien a zo er bed a-bezh, hag ar rouedad kazetennerien-se a zo e-touez re vrasañ ar bed. Ne vez ket dibabet al linenn stur gant ur rener nemetken, met gant ur skipailh pemp den ennañ. En un doare hengounel n'eus skeudenn ebet war bajenn gentañ ar gazetenn. Peder gwech nemetken abaoe ma'z eus eus ar gazetenn ez eus bet lakaet ur skeudenn outi :

Abaoe ar 5 a viz Here 2007 e vez lakaet skeudennoù war bajenn gentañ.

Istor[kemmañ]

Burevioù FAZ, 9, Hellerhofstraße, Frankfurt am Main

Niverenn gentañ FAZ a zo bet embannet d'ar 1añ a viz Du 1949. D'ar mare-se e oa renet gant Erich Welter, hag ar skipailh kazetennerien a laboure enni a zeue eus Frankfurter Zeitung (bet difennet gant an nazied e 1943). D'ar 1añ a viz Eost e voe embannet FAZ en ur implijout doare reizhskrivañ an alamaneg (adreizhadenn bet savet e 1996). Goude ur bloaz e cheñchas an traoù hag e tistroas d'an doare reizhskrivañ kozh, rak e kave da skipailh ar gazetenn e oa kamm ar cheñchamantoù. Kemmoù a zo bet degaset d'ar reizhskritur nevez, hag abaoe ar 1añ a viz Genver 2007 e vez implijet er gazetenn.


Liamm diavaez[kemmañ]

Notenn[kemmañ]

  1. "F.A.Z. und F.A.S. gewinnen Auflage", Frankfurter Allgemeine Zeitung, 16 a viz Here 2008, pajenn 16.