Francisco Vallejo Pons

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Francisco Vallejo Pons (2013)

Francisco Vallejo Pons a zo bet ganet d'ar 21 a viz Eost 1982 en Es Castell, Menorca (Spagn).

Mestrc'hoarier echedoù spagnol eo.

Mestr Meur Etrebroadel eo abaoe 1999, o vezañ an hini yaouankañ eus istor an echedoù e Spagn o pignat ken uhel.

E 2000 e trec'has en iskampionad eus Europa (c'hoarierion dindan 20 vloaz) hag e teuas da vezañ kampion bedel (dindan 18 vloaz).

E Genver 2010 e oa e renk Elo (FIDE) a 2 705. E C'hwevrer e voe trec'h war Veselin Topalov, kampion bedel, e 56 fiñvadenn gant ar pezhioù du. Eilvet e voe e Tournamant Gibraltar (gant Michael Adams e teuas ar maout) e miz C'hwevrer 2010 [1].


Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. "Libération", 6 a viz C'hwevrer 2010