Kontelezh-Frank (proviñs)
Franche-Comté (Fraintche-Comtè er parlant Franc-Comtois; Franche-Comtât en arpitaneg) pe "Kontelezh frank" Bourgogn evel ma veze anvet gwechall, dre ma oa distag diouzh Dugelezh Bourgogn, zo ur broviñs c'hall kozh, staget ouzh ar Rouantelezh c'hall e 1678, a zo deuet da vout ur rannvro c'hall, anvet Franche-Comté ivez. Klotañ a ra bevennoù ar rannvro zo bremañ gant re ar broviñs kozh, war-bouez an Territoire de Belfort a oa en Elzas stagidigezh ar vro-se ouzh Alamagn e 1871, hag a zo bet lakaet e rannvro Franche-Comté. Dre m'eo chomet stabil bevennoù ar broviñs e-pad pell ez eus chomet un identelezh kreñv a-walc'h gant an dud eno.
Stok eo Franche-Comté ouzh Suis, er reter, hag ouzh Elzas en hanternoz.
Istor [kemmañ]
A-raok tremen dindan ren ar Romaned e oa annezet ar vro gant pobl c'halian ar Sequani. Goude diskar an Impalaeriezh roman e voe aloubet gant ar Vurgonded da gentañ, ha gant ar Franked e 534.
Goude marv Karl Veur e tremenas a-bep-eil, hag a-hed ar c'hantvedoù, eus an Impalaeriezh Santel Roman da Rouantelezh Bro-C'hall pe da Zugelezh Bourgogn. Er XVIIvet kantved e voe aloubet gant ar C'hallaoued e-pad ar Brezel Tregont Vloaz. War-dro an div drederenn eus annezidi Franche-Comté a voe lazhet e-pad ar brezel-se[1]. Dre feur-emglev Nijmegen, e 1678, e voe staget Franche-Comté da vat ouzh Rouantelezh Bro-C'hall.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Guy J. Michel, L'Histoire de la Franche-Comté V, 1978, Éditions Mars et Mercure Wettolsheim, p.123
Lennadurezh [kemmañ]
- (fr) Denis Maraux et Gérald Gambier, Saveurs de Franche-Comté, La Taillanderie, 2000 (ISBN 2-87629-218-1)
- (fr) Denis Maraux, Jacques Varlet, Sylvie Debras et Samira Nezzar, Clochers de Franche-Comté, Tigibus, 2001 (ISBN 2-914638-01-9)
- (fr) Denis Maraux et Véronique Vuillemin-Filippi, Le Doubs, La Taillanderie, 2001 (ISBN 2-87629-230-0)
- (fr) Denis Maraux et Émilie Gasc, Besançon, Déclics, 2003 (ISBN 2-84768-032-2)
- (fr) Denis Maraux et Véronique Vuillemin-Filippi, Franche-Comté, Déclics, 2004 (ISBN 2-84768-053-5)
- (fr) Denis Maraux et Véronique Vuillemin-Filippi, Franche-Comté Gourmande, Déclics, 2005 (ISBN 2-84768-072-1)
- (fr) Denis Maraux et Émilie Gasc, Besançon, Déclics, 2006 (ISBN 2-84768-104-3)
- (fr) Denis Maraux et Véronique Vuillemin-Filippi, Franche-Comté, Déclics, 2008 (ISBN 978-2-84768-150-5)
- (fr) Jean-François Solnon, Quand la Franche-Comté était espagnole, Fayard, 1989 (ISBN 978-2-213-02339-7)