Francesco di Cosimo de' Medici

Eus Wikipedia
Francesco di Cosimo II de' Medici.

Francesco di Cosimo de' Medici (Firenze, 16 a viz Here 1614Regensburg, 25 a viz Gouere 1634) a oa c'hwec'hvet mab Cosimo II de' Medici ha Maria Magdalena Aostria (1589-1631).

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Den a vrezel e voe, ha perzh a gemeras er Brezel Tregont Vloaz. En emgann Lützen e tec'has dirak an enebourien ha krozet e voe gant e vreur henañ, an dug Ferdinando II de' Medici, en ul lizher eus ar 14 a viz Gouhere. Mervel a reas e-kerzh seziz Regensburg (en Impalaeriezh santel roman german d'ar mare-se), e 1634, marteze gant ar vosenn. Ne oa nemet ugent vloaz.