Francesco Iañ de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Francesco I de' Medici en-yaouank
Poltred Francesco I de' Medici, gant Agnolo Bronzino.
Bianca Cappello, gant Alessandro Allori. Uffizi, Firenze.

Francesco I de' Medici (Firenze 1541-1587) a oa mab henañ Cosimo I de' Medici‎ hag Eleonora di Toledo e wreg. Dug-meur Toskana e voe war-lerc'h e dad.

Ne oa ket troet-kaer gant ar politikerezh, ha plediñ a reas gant ar skiantoù, an alkimiezh, an disavouriezh, ar c'hinklañ dreist pep tra.

Eñ an hini a grogas da zastum taolennoù en Ofisoù, ha d'ober e studiolo ». Giorgio Vasari an hini a reas war-dro sevel ha leuniañ anezhañ eus 1570 da 1572, er Palazzo Vecchio e Firenze.


E 1563 e voe anvet da gardinal hag ez eas da Roma. Gwarezer arzourien e voe, hervez doare e dad. Gantañ e voe kaeraet ar Villa Médicis a-benn goudoriñ e zastumadoù delwennoù klasel, a-raok ma voent kaset d'an Ofisoù.

E 1576, pa voe lazhet he c'hoar Isabella de' Medici gant he fried ne glaskas laou e pen n he muntrer.


Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas da Janed Aostria, pe Janed Habsbourg, nizez d'an Impalaer Karl V, ha pemp bugel o doe. Div verc'h a eas da wragez, en o zouez Maria de' Medici, a zimezas d'ar roue gall Herri IV. Goude marv e wreg e 1578 e timezas d'e bried-kleiz, Bianca Capello; kement-se ne roas ket brud vat dezhañ e-touez ar bobl, a oa troet abaoe pell a-enep dezhañ, hag a damalle e vuhez fall dezhañ .


Marv[kemmañ]

Mervel a eure, war un dro gant Bianca d'an 19 a viz Here 1587, goude lonkañ kontamm. Lavaret ez eus bet e oa e vreur Ferdinando Iañ de' Medici, dug-meur war e lerc'h, an hini a oa kiriek da se. E 2007 eo bet kadarnaet ar c'hontammadur, gant ur studienn embannet er British Medical Journal. [1]

Notennoù[kemmañ]

  1. Le Nouvel Observateur, n° 2201, 18-24 Genver 2007, p.85