Francesco Farnese
Eus Wikipedia
Francesco Farnese e lifre mestr-Meur ar Sacro Militare Ordine Costantiniano di S. Giorgio.
Francesco Farnese (Parma, 1678 – Piacenza, 1727), a voe dug Parma war-lerc'h e dad Ranuccio II Farnese, goude dimeziñ da Dorothea Sophie von der Pfalz (1670-1748), markizez Parma, intañvez e vreur henañ, Odoardo II Farnese (Colorno, 1666 -1693),
Mab e oa da Ranuccio II Farnese ha da Maria d'Este. Dug Parma ha Piacenza e voe goude marv e dad, e miz Kerzu 1694, pa ne oa nemet 16 vloaz. Abaf ha gak e oa, hogen lemm e spered ha politikour ampart.
E 1695 e timezas da Dorothea Sophie von der Pfalz, pe Dorothea Sophie von Neuburg (1670-1748), intañvez e vreur henañ, a oa eizh vloazh koshoc'h egetañ.