Françoise d'Amboise

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Françoise d'Amboise, dugez Breizh.
Françoise d'Amboise.

Françoise d'Amboise pe Franseza Amboaz (1427-1485), ganet e kastell Thouars d'an 29 a viz Mae 1427, a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Louis d'Amboise, priñs Talmont ha beskont Thouars, ha da Louise-Marie de Rieux. Dimeziñ a reas da b-Pêr II, dug Breizh.

Evit tec'hel rak doareoù gouez an aotrounez veur ez eas he mamm da repuiñ ganti da Vreizh, da lez an dug, a oa e Gwened, ha goude e Naoned.

Da dri bloaz e oa bet ragaozet e timezje da eil mab an dug, Pêr, kont Montforzh. Pemzek vloaz e oa e 1442 pa voe graet an eured. Eizh vloaz goude e varvas he breureg Frañsez Iañ, hag anvet e voe he fried da zug.

Ober a reas war-dro ar re baour hag ar re glañv hervez skouer Francesca Romana en Italia

Mervel a reas Per II e 1457. Divugel e oa an intañvez. Fellout a reas d'ar roue gall Loeiz XI he dimeziñ adarre hervez e ezhommm politikel, met hi ne blegas ket dezhañ.

E 1463 e tiazezas ur C'harmel e Breizh gant Jean Soreth.

Mont a reas da gouent an Teir Mari, da Wened e 1468.

Mervel a eure e Naoned d'ar 4 a viz Du 1485, en ur gouent a oa bet lakaet ganti sevel. Anvet e voe da Wenvidigez gant ar pab.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Eugène Lafolye, Compte des dépenses de Françoise d'Amboise, Éditeur Vannes, 1889.
  • J.-L. Chalnel, Histoire de la Touraine, 1841, tome IV.
  • Yann-Vari Perrot, Franseza Amboaz e Bue ar Zent, 1912.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.