François de Vendôme

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
François de Vendôme, dug Beaufort
Delwenn da François de Vendôme, e Kastell Versailhez.

François de Bourbon-Vendôme, eil dug Beaufort, ganet d'ar 16 a viz Genver 1616 ha marvet d'ar 25 a viz Genver 1669, a oa mab da César de Vendôme (mab bastard da Herri IV) ha da Françoise de Mercœur, ha neuze ur mab-bihan d'ar roue gall Herri IV. Mervel a reas dizimez ha divugel, diouzh a ouzer.

E vuhez[kemmañ]

Yaouank e oa, 12 vloaz, pan eas d'an arme c'hall da vrezeliñ da Savoia e 1628. Perzh a gemeras e meur a seziz: re Corbie, Hesdin, hag Arras e 1640.

Evel e dad e veze alies oc'h iriennañ a-enep ar c'hardinal Richelieu, kentañ ministr e eontr Loeiz XIII, ken na rankas mont da repuiñ da Vro-Saoz.

E 1643 e oa e penn un irienn all a-enep ar c'hardinal Jules Mazarin, anvet « Cabale des Importants ». Ar rouanez c'hall Anna Aostria (1601-1666) a lakaas kregiñ ennañ hag e vac'hañ e kastell Vincennes, met tec'hel a reas en 1648. Kuzhat a reas e kastell Chenonceaux da gentañ hag e Vendômois da c'houde.

En 1649 e oa unan eus renerien ar Fronde , a-enep ar rouanez ha Mazarin. En 1652 en em gannas gant e vreur-kaer yaouank an dug Charles Amédée de Savoie-Nemours, hag e lazhas anezhañ. Tud Pariz a rae « Roi des Halles » anezhañ.

Sioulaat a reas, en em glevout gant ar Gurunenn c'hall en 1653, ha roet e voe dezhañ kargoù evel pennbrezel. Lakaet e voe e penn ar morlu gall a renas e 1662 a-enep an Durked er Mor Kreizdouar. En 1665, dre ziv wech, e voe trec'h war morlu Turked Aljeria. En 1669 ez eas da skoazellañ Venezia ouzh an Durked hag edo e penn an arme c'hall o tifenn Kandia en Enez Kreta, a oa o c'houzañv an hirañ seziz bet en istor (eus 1648 betek 1669)[1]. Lazhet e voe e-pad un arsailh, kaset e gorf da Vro-C'hall da gaout obidoù broadel, ha brudet e voe e galonegezh.

Lennegezh[kemmañ]

Anv zo anezhañ e romantoù Alexandre Dumas (an tad), Vingt ans après ha Le Vicomte de Bragelonne. Bez ez eo unan eus penntudennoù romant Juliette Benzoni, Secret d'État, e teir levrenn (anvet : La Chambre de la reine, Le Roi des Halles ha Le Prisonnier masqué).

Abalamour d'ur frazenn gant ar barzh François-Joseph de Chancel ez eus bet kredet a-wechoù e oa eñ an hini e oa Den e vaskl houarn.


Notennoù[kemmañ]

  1. Pierre Daru, Histoire de la République de Venise, 1853, p. 214.